L'Atalante zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Vigo e 1934 : ar film hir nemetañ bet sevenet gant Jean Vigo (1905-1934) a varvas nebeut amzer war-lerc'h, skoet gant ur septikemiezh.

Fichenn deknikel

kemmañ

Diwar-benn titl ar film

kemmañ

E 1932 e oa deuet er-maez Parlami d'amore Mariù, ur sonenn kanet gant Vittorio De Sica er film Gli uomini, che mascalzoni... (sevenet gant Mario Camerini). Azasaet e galleg gant André de Badet e reas berzh bras ar ganaouenn e Bro-C'hall pa voe kanet e 1933 gant Lys Gauty, kemmet he zitl e Le Chaland qui passe. Dre ma tremene o film e metoù ar bageerezh e kavas fin ar broduourien tennañ splet eus ar ganaouenn vrudet ha setu ma voe cheñchet anv ar film e Le Chaland qui passe e-pad un nebeud mizvezhioù... kent distreiñ d'an titl orin.

An danvez

kemmañ

Mestr ar gobar L'Atalante eo Jean hag eurediñ a ra da Juliette, ur gêriadennadez yaouank. Kenkent hag echu an eured e vage an dud nevez war-du Pariz, leuniet kalon Juliette a levenez. Koulskoude ne vo ket Jean evit bale e wreg e kêr-benn Bro-C'hall dre m'eo distroet Jules gozh, eilmestr ar vag, re ziwezhat ha... mezv-dall. An deiz war-lerc'h e c'hell ar vaouez yaouank mont dre straedoù Belleville gant he gwaz. Hag int deuet tre e-barzh un davarn e tañs Juliette gant ur martolodod : berr e votoù e wallgas Jean an dañser hag adkas a ra e wreg d'ar gobar. Petra bennak m'en divije gourc'hemennet Jean dezhi chom war vourzh ez a Juliette da gantreal d'ar fest nes. Dre na gav ket e wreg e L'Atalante ez a Jean en egar : sevel a ra an eor ha mont kuit. Hec'h-unan-penn ha hep gwenneg ebet en he c'hodelloù e klask fred Juliette e Pariz tra ma ya he gwaz war dristaat diouzh e du. Mont a ra Jules gozh da glask war he lerc'h ha, goude bezañ he c'havet, kas anezhi da Jean en-dro.

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ