Al-Qaida
Al-Qaida (arabeg : القاعدة al-Qā'ida, "an Diazez") zo ul luskad islamour savet gant ar cheikh Abdoullah Yousouf Azzam (1941-1989) hag e ziskibl Ousama ben Laden (1957-2011) e 1988. Dre ar sponterezh e klask lakaat e soñjoù da vont war-raok, hag an taol pennañ kaset da benn gantañ eo Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 a-enep ar World Trade Center e New York e miz Gwengolo 2001.
Deiziad krouiñ | 1988 |
---|---|
Anv er yezh a orin | القاعدة |
Treuzskrivadur API | əlˈqaːʕɪda |
Brezel | Afghan conflict, insurgency in Khyber Pakhtunkhwa |
Anvet diwar | Jihad |
Diazezer | Ousama ben Laden |
Den e penn an aozadur | General Emir of Al-Qaeda |
Prezidant | Saif al-Adel, Ayman al-Zawahiri, Ousama ben Laden |
Bro orin | Afghanistan |
Darvoud-alc'hwez | 1998 United States embassy bombings, 2000 millennium attack plots, Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 |
Awenet gant | Sayyid Qutb |
Rummad evit an izili | Category:Al-Qaeda members |
Goude marv Ousama ben Laden e 2011, an aozadur zo bet suj d'an Egiptad Ayman al-Zawahiri (1951-2022).
Aozadur
kemmañPennaenn Al-Qaida eo kreizennadur an urzhioù, padal e vez aotreet frankiz a-fed oberiantizoù. Goude mare ar War on Terror ("Brezel ouzh ar Spont"), pennoù meur an aozadur Al-Qaida zo bet troc'het diouzh an izili all. Evit talañ ouzh ar gudenn arvarus-se ez eo bet digreizennet ar c'huzul-meur. Lakaet eo bet da dalvezout un aozadur nevez diazezet war rann-vroioù meret gant strolladoù al-Qaida. Evit darn arbennigourien ar sponterezh n'eo ket gwir ez eo mestr pennoù an aozadur war an holl izili hag an holl liveoù urzhiañ. Ben Laden a oa ur mestr evit ar mennozhioù hag an embann anezho war-zu ar vuzulmaned all troet d'ar feulster a-raok ma vefe lazhet. Evit an arbennigourien ez eo bet rannet Al-Qaida dre veur a skourr lec'hel, hag ar strolladoù-se n'int ket liammet kement-se kenetrezo.