Tour-tan ar Paun
tour-tan e Breizh
Tour-tan ar Paun zo un tour-tan savet war ur garreg e beg norzh Enez Vriad, e Mor Breizh. Emañ war-dro 1600 metr diouzh tour-tan ar Rozedoù.
Lec’h | Aodoù-an-Arvor, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Dafar | maen |
Uhelder | 13,1 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 39,7 metr |
Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Uhelder fokalenn | 22 metr |
Diraez | 11 mil-mor (gwenn), 8 mil-mor (gwer, ruz) |
Doareenn ar sinal | Oc WRG 4s |
Istor
kemmañSavet e voe ur raktres kentañ da sevel un tour-tan eno e 1855. Echuet e voe al labourioù e 1860. Un tour karrezek a oa bet savet, gant ur gouloù ruz digemm, hag adtiez. E 1880 e voe lakaet ur gouloù disheñvel, ruz ha gwenn, hag e 1895 unan all c’hoazh, gwenn, ruz ha gwer, digemm atav.
E dibenn an Eil Brezel-bed, e 1944, e voe lakaet an tour-tan da darzhañ gant soudarded alaman. E 1949 e voe adsavet unan all en hevelep lec’h, gant mein ruz. E-lec’h ar gouloù kozh, dre betrol, e voe lakaet unan tredan ha diwar neuze e oa emgefreek an tour-tan, hep gward ebet ennañ.
Liammoù diavaez
kemmañ- Tour-tan ar Paun (Glad, renabl ar glad e Breizh)
- Phares à travers le monde Skeudennoù eus tour-tan ar Paun
- Tour-tan ar Paun, el lec'hienn Phares de France
- Tour-tan ar Paun (Phares et Feux des Côtes de France)