Mont d’an endalc’had

Gwerenn-dal

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Gwerenn-dal war un Edsel Corsair a 1959.
Gwerenn-dal e wer-follennaouek warnañ ur stok e stumm ur wiad-kevnid

Ur werenn-dal zo ur werenn war tu a-raok ur c'harr-tan graet evit diwall an dremenidi diouzh an avel hag ar glav ha derc'hel ur gwel splann d'ar bleinier ha d'an dremenidi.

Istor

E 1874 e voe savet ar c'harr-tan gentañ ur werenn-dal dezhi. Ar Randolph an hini e oa. E 1880 e voe savet gant Amédée Bollée an Nouvelle hag e doa ivez ur werenn-dal. Boutin eo deuet da vezañ ar werennoù-dal adalek 1899 war ar c'hirri-tan lakaet da werzhañ. Da gentañ a oant plaen. Adalek ar bloavezhioù 1950, ez oa aet war raok an doareoù aozañ gwer, ha tu a zo bet da sevel gwerennoù-dal kromm evit gwellaat aerodinamism ar c'harbedoù.

Abaoe 1983 ez int dre ret aozet gant gwer follennaouek evit digreskiñ ar riskl gloazañ an dremenidi ma c'hoarvez ur gwallzarvoud-hent. Boaz int peget. Ar c'harr-tan gentañ da gaout ur werenn-dall follennaouek a zo bet ar Volvo PV444 e 1944. Ar werenn adreñv n'ez eus redi ebet war e aozadur.