Mont d’an endalc’had

Landerne

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Landerne
Tier kozh war Pont Roc'han.
Tier kozh war Pont Roc'han.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Landerneau
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Landerne (pennlec'h)
Kod kumun 29103
Kod post 29800
Maer
Amzer gefridi
Patrick Leclerc
2014-2026
Etrekumuniezh KK Bro Landerne-Daoulaz
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 16 025 ann. (2020)[1]
Stankter 1 215 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 27′ 06″ Norzh
4° 14′ 53″ Kornôg
/ 48.451667, -4.248056
Uhelderioù kreiz-kêr : 21 m
bihanañ 1 m — brasañ 175 m
Gorread 13,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Landerne

Landerne ([lãn.ˈdɛr.ne]) zo ur gumun e Bro-Leon ha Bro-Gerne e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penngêr kanton Landerne eo.

Douaroniezh

  • War lez ar stêr Elorn emañ Landerne.

Anv

  • Bernard Tanguy ː Landergneau, 1206 ; Landerneu, 1218 ; Landerneau, 1233 ; Landergnau, 1296 ; Landerniau, c. 1330 ; Landerneau, 1467.
  • Erwan Vallerie ː Landergneau, 1206 ; Landerneu, 1218 ; Landernau, 1233 ; Landerinau, 1265 ; Landergnau, 1296 ; Landerniau, c. 1330 ; Landerneau, 1336, 1467 ; Lanternoc, 1536 ; Lenderneau, 1630.
Gerdarzh

Lan - Theernoch, anv un eskob.

En glazur e deirgwern greet en aour, sparrarouez e wern-volosk gant ardamezioù Roc'han en gul e nav mailhenn en aour 3-3-3, sparrarouez e wern-greiz gant ardamezioù Breizh en erminig, sparrarouez e wern-vizan gant ardamezioù Leon en aour e leon kudennek en sabel.

  • Ger-ardamez : Dalc'h soñj, dalc'h mat
  • Katalog d'Hozier, 1696
  • Treser : Bernard Le Brun

Istor

Orin

A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar VIIvet kantved.

Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206.

Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Galianed-ha-Romaned dre ma oa ur c'hroashent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo:

  • Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.

Amzerioù modern

  • Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant Vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
    • trubuilhoù a voe e Landerne en noz etre an 3 hag ar 4 a viz Gouere; preizhet razh e voe tiez Bigeaud, fermer an dleoù, ha Blaizot, skignour ar paper-timbr; e ti ar sindig e voe tapet kig-bevin ha kig-sall[2];
    • nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Landerne, Paul Menac, François Leffait ha Mathieu Sizon, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
  • 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Landerne da benn ur bann[4].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Pillet, kure e Sant-Julian, Corre, aluzenner an ospital, Thomas ha Leier, beleion, an Tad Alexis, superior ar venec'h eus urzh Sant-Benead, da daou vanac'h eus ar memes kouent, an Tadoù Fidèle ha Pascal; nac'het e voe gant La Rue, person Sant-Houardon ha Jocguet, kure en hevelep parrez, Bodenez, person Sant-Tomaz ha Marc, kure er memes parrez, Roussel, person Beuzid, ha Mouden, kure en hevelep parrez[5];
  • an Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.

Reverzhioù greantel

  • A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel.

Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a zegasas diorrodur kêr dre he liammañ ouzh Pariz e 1865 hag ouzh Kemper e 1865.

  • Mervel a reas 297 gwaz ag ar gumun, da lâret eo 3,60% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[6].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas nav milour[10].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas eizh milour eus ar gumun[11].

Un nebeud darvoudoù o deus merket istor Landerne

Monumantoù ha traoù heverk

  • An Ospital, diazezet e 1336
  • Maner la Petite-Palud, XVvet, XIXvet}}
  • Kouent ar Gordennerien, XVIIvet
  • Kouent hag iliz an Ursulinezed, 1715, XVIIvet
  • Chapel an Ursulinezed
  • Chapel Sant-Sebastian
  • Iliz Sant-Houardon, XVIvet, XVIIvet
  • Prioldi Sant-Tomaz, XVIvet
  • Iliz Sant-Tomaz a Gantorberi, XVIvet, XVIIvet
  • Chapel ar Gapusined, XVIIvet
  • Iliz Beuzit-Konogan , 1591, XVIIvet
  • Kastell Kerlezerien
  • Garnell Sant-Tomaz, XVIIvet
  • Ti Gillard, 1639
  • Ti an Dugez Anna, 1664
  • Ti Dutoya, 1667
  • Ti Itron-Varia Rumengol, 1668
  • Maner Keranden, XVIIvet, 1823, 1904
  • Maner Kerlaran, XIXvet

Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.

Pont Roc'han e Landerne

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[15]

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

  • D'an 22 a viz Kerzu 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 28 a viz Genver 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Deskadurezh

  • Daou hentad divyezhek Div Yezh (168 skoliad e 2010), un hentad divyezhek zo er skolaj hag el lise publik (226 en holl e 2011)
  • Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
  • Ur skol Diwan (47 skoliad e 2011).
  • Ur skol brevez divyezhek Dihun a zo (80 skoliad e 2011).
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 321 skoliad (19,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[16]

Buhez foran

  • An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
  • Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
  • Divyezhek eo an holl banelloù e kreiz-kêr.
  • Divyezhek eo ti-gar Landerne.
  • Bep bloaz e vez Gouel Kann al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg: kenstrivadegoù lazoù-kanañ Kanomp Breizh, pezhioù c'hoari, kenstrivadegoù istorioù berr a vez kinniget bep bloaz.

Tud

Tud ganet eno

  • 1712 ː Guillaume Mazeas; lennegour (Landerne, 1712 - Gwened, 1776)
  • 1713 ː Jean Mazeas; matematikour (Landerne, 1713 - Paris, 1801)
  • 1726 ː Yves Querboeuf; Istorour ha lennegour (Landerne ,1726 - Brunswick, 1799)
  • 1753 ː Louis-Julien Roujoux; baron Landerne; prefed ha barzh (Landerne, 1753 - Brest, 1919)
  • 1756 ː Yves Le Coat, baron Sant-Haouen; eil-amiral; ijiner arouezioù ar pellskiver (Landerne, 1756 - calais, 1826);
  • 1779 ː Prudence-Guillaume Roujoux; baron Landerne; refed, istorour (Landerne, 1779 - Paris, 1836)
  • 1902 : Remont Jestin, skrivagner brezhonek
  • 1926 : Édouard Leclerc, kenwerzhour
  • 1981 : Kristof ar Menn (Krismenn), kaner
  • 1988 : Romain Thomas, melldroader

Tud marvet eno

Gweladennerien brudet

Ardamezeg ar familhoù

Le Barzic
Aotrounez Kerbiat e Sant Houardon
En glazur e gebrenn en argant heuliet gant teir brizhenn ginerminig ivez en argant.
Olivier [17]
Aotrouniezhoù dianav
En glazur e wezenn en argant heuliet gant teir c'hreskenn en aour.

Buhez Etrebroadel

Gevelliñ
Emglev mignoniezh
Kevelerezh

Monumant

  • Hêrezh , ar monumant savet gant Tomaz Godin d'an ñ  : [18][19].

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • Daniel Delattre : Le Finistère. Les 283 communes. 2004
  • Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113 ha 119
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  5. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 45
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb
  8. Le Télégramme, 16 a viz Even 2010
  9. Pertes RAF Finistère
  10. Memorial Genweb
  11. Memorial Genweb
  12. Memorial Genweb
  13. Memorial Genweb
  14. Université de Lille
  15. Cassini hag EBSSA
  16. Kelenn
  17. Julien, noter ar roue e 1668.
  18. Le Télégramme
  19. Ouest-France