Fuzuilh-resisted
Fuzuilh-resisted a vez graet eus ur fuzuilh pe ur garabinenn savet pe kemmet evit gellet tennañ pelloc'h evit armoù-skoaz standart. Ar fuzuilhoù-resisted modern a vez savet lunedennoù warne. Kambret int e kalibroù galloudus a bep seurt hervez o implij.
Doareoù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù-arsailh kemmet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant tennerien-resisted an armeoù e vez implijet fuzuilhoù-arsailh kemmet a-benn gellet tennañ resis betek 600 metr. Peurliesañ e vez ouzhpennet dezhe ul lunedenn, un daoubez ha/pe ur c'hanol ponneroc'h. A-wechoù e vez reoliet an draen evit ma vefe skañvoc'h e bouez-loc'hañ. E armeoù an AFNA e chom kambret fuzuilhoù a seurt-se e 5,56 × 45 mm peurliesañ.
Fuzuilhoù-resisted dezhe ur c'halibr etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vezont gant sniperien ha kambret e vezont gant kalibroù uheloc'h (7,62 × 51 mm, .338 Lapua Magnum pe 6,5 mm Creedmoor da skouer). Gellet a reont bezañ stummoù deveret eus fuzuilhoù-arsailh (FN SCAR-H), eus fuzuilhoù (FR-F1 deveret eus ar MAS 36), eus karabinennoù-chase (M24 hag M40 diazezet war ar Remington 700) pe savet a ratozh-kaer (SVD Dragunov).
Fuzuilhoù-resisted dezhe ur c'halibr uhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kambret e vezont peurliesañ e .50 BMG e broioù an AFNA (pe 14,5 × 114 mm er broioù bet soviedel). Implijet e vezont evit distruj dafar pe karbedoù a-bell, pe evit neptuiñ enebourien war-hed ouzphenn 2 gilometr. Fuzuilhoù enep-dafar a vez graet anezho a-wechoù. Ar Barrett M82 pe ar McMillan Tac-50 a zo skouerioù eus armoù ar rummad-mañ.