Iliz Valdo
Iliz Avielek Valdo, pe Iliz Avielek Valdezat, (Chiesa Evangelica Valdese en italianeg) eo anv an Iliz kristen deuet eus prezeg Pierre Valdo (pe Vaudès, Valdès) en XIIvet kantved e kêr Lyon, war-dro 1173 ; Waldensians, Waldenses a reer e saozneg eus ar feizidi-se, a voe eskumunugnet gant ar pab Lucius III e 1184.
E 1523 en em stagas an Iliz-se ouzh ar brotestantiezh. Anavezet eo e gwalarn Italia, hag e broioù zo eus Suamerika (Arc'hantina hag Uruguay). Stag eo ouzh Prezegenn Ilizoù protestant broioù latin Europa.
Heskinet e voe ar feizidi adalek an XIIvet kantved ha darbet e voe dezho bezañ diouennet.
Kelennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da goll eo aet an dihelloù koshañ, ma n'ouzer ket gwall dra diwar-benn orin an Iliz-se. Darn eus feizidi all, mennonited, badezourien, azventourien ar seizhvet deiz, o deus bet lavaret e oa gwir iliz an ebestel. Da neuze ne zeu ket o anv eus Pierre Valdès, met eus ar saonennoù (val, valdesos, vaudois).
Pierre Valdès a oa ur marc'hadour pinvidik e Lyon. War-dro 1170 e klevas un troubadour o kontañ ur pennad eus buhez sant Alexis. Da-heul kement-se e fellas dezhañ bevañ tostoc'h da zoare Jezuz Krist, da vont noazh da-heul Jezuz noazh. Hag eñ da leuskel e vadoù gant e wreg ha stagañ da vevañ er baourentez evel an ebestel. Lakaat a reas e verc'hed en abati Fontevraud, savet gant ar Breizhad Robert d'Arbrissel.
Enebiezh ar gatoliked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E Le champion des dames, gant Martin Le France, e 1451, e voe diskouezet ar Valdezidi evel sorserien ha sorserezed
-
Piedmontese Children Forced from their parents[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Piedmontese Children Forced from their parents, e The Wesleyan Juvenile Offering: A Miscellany of Missionary Information for Young Persons, Wesleyan Missionary Society, Here 1853, levrenn X, p. 108 – Lenn en-linenn