Idi Amin Dada
Idi Amin Dada (war-dro 1925 e Koboko - 16 a viz Eost 2003 e Jeddah) a oa Prezidant Ouganda etre 1971 ha 1979.
Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn yaouankiz Idi Amin Dada, n’eur ket sur eus e zeiziad ganedigezh zoken. E 1946 ez eas e-barzh ur rejimant eus arme Breizh-Veur, ar King's African Rifles, hag a oa diazezet e Kenya hag en Ouganda. Pa zeuas Ouganda da vezañ ur stad dizalc’h e teuas da vezañ major jeneral, ar grad ofisour izelañ, en arme ar vro. E miz Genver 1971 e voe un taol-stad a-enep ar prezidant Milton Obote ha mont a reas Idi Amin Dada e penn an arme, gant ar grad komandant. Diwezhatoc’h e roas dezhañ e-unan ar grad marichal pa oa e penn ar stad.
Dindan ren Idi Amin Dada e voe graet fae war gwirioù mab-den en Ouganda, gwasket e voe e enebourien bolitikel koulz hag an dud na oant ket eus e genel, pa ne oant ket lazhet. A-fet ekonomiezh e voe drastus e ren, merket gant an nepotegezh hag ar goubrenerezh. Jedet ez eus bet gant kevredigezhioù etrebroadel a soursi ouzh gwirioù mab-den e oa bet lazhet etre 100 000[1] ha 500 000 a dud[2]
E penn Ouganda, Idi Amin Dada a voe da gentañ a-du gant broioù ar gornaoueg ha skoazellet gant Israel hag er fin a-du gant diktatour Libia Muammar al-Gaddafi, gant hini Zair Mobutu Sese Seko, gant an Unvaniezh Soviedel, ha gant Alamagn ar Reter[3],[4] E 1975 e teuas Amin Dada da vezañ kadoriad an Aozadur evit Unvaniezh Afrika (OUA), savet evit harpañ ar c’henlabour etre stadoù Afrika. Er bloavezhioù 1977–1979 e oa Ouganda, renet gantañ, unan eus izili ar Bodad war Gwirioù Mab-den er Broadoù Unanet. Ha war un dro e voe skoazellet Amin Dada gant Stadunaniz ar CIA, a gasas bombezennoù hag armoù all da arme Ouganda hag ar gemeras perzh asambles gant arme Amin Dada e taolioù kaset da benn en Ouganda.[5]. E 1977, pa baouezas gouarnamant Londrez da gaout darempred gant Ouganda, e tisklêrias Idi Amin Dada e oa bet trec’h war Breizh-Veur hag e lakaas war-lerc’h e anv al lizherennoù "CBE", evit "Conqueror of the British Empire" (Alouber Impalaeriezh Breizh-Veur).
Pa glaskas Amin Dada stagañ rannvro Kagera, ur broviñs eus Tanzania, ouzh Ouganda, e 1978, e tarzhas ar brezel etre Ouganda ha Tanzania. Trec’h e voe Tanzania ha diskaret e voe Idi Amin Dada da-heul. Tec’hout a reas en harlu da Libia da gentañ ha da Arabia Saoudat goude. Eno e vevas betek e varv d’ar 16 a viz Eost 2003.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ullman, Richard H. (April 1978). "Human Rights and Economic Power: The United States Versus Idi Amin". Foreign Affairs. Kavet 16 June 2016
- ↑ Keatley, Patrick (18 Eost 2003). "=The Guardian Obituary: Idi Amin". Retrieved on 18 June 2016.
- ↑ Roland Anthony Oliver, Anthony Atmore. Africa Since 1800. 272 p.
- ↑ Dale C. Tatum. Who influenced whom?. 177 p.
- ↑ New York Times, Dec. 17, 1986; Paper Cites CIA Aid to Amin's Army in 70s