Mont d’an endalc’had

Hedred

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hedenn)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An hedred (pe hedenn ) a zo un dalvoudegezh kornel eus lec'hiadur ur poent war an Douar, er Reter pe er C'hornôg.
Ez-resis, hedred a reer eus ur c'horn a zo etre ar blaenenn a dremen dre ahel an Douar ha hedredenn Greenwich diouzh un tu, hag ar blaenenn a dremen dre ahel an Douar hag ur poent bennak war-c'horre hor planedenn diouzh an tu all.[1]

  • Hedredenn a reer eus ul linenn ijinet, anezhi un hantergelc'h a ya eus an eil penn-ahel d'ar voul-douar d'egile.[1] ; hedredenn Greenwich eo an dave, al linenn a verk 0° pep korn, da lavaret eo pep hedred/hedenn.

Rannet eo bet ar voul-douar e 360 hedenn, evel en ur c'helc'h (360°) ; 360 hedredenn zo ivez neuze.

Muzuliet e vez an hedred adalek hedenn Greenwich (0°), war-du ar C'hornôg pe war-du ar Reter. En doare-se eo bet rannet ar voul-douar e div lodenn gevatal : eus 0° da 180° Kornôg hag eus 0° da 180° Reter, 180° Kornôg ha Reter o vezañ an hevelep hedredenn, en tu enep da hedenn Greenwich hag a-eeun ganti (dre Enez Wrangel en hantervoul norzh hag Enez Futuna en hantervoul su e tremen).

• Da skouer, pa lavarer eo 1° 33′ 10″ Kornôg hedred Naoned e venner lavaret emañ Naoned er C'hornôg da C'hreenwich hag ez eus ur c'horn 1° 33′ 10″ e vent etre hedredenn Greenwich hag an hedredenn a dremen dre Naoned.

  • E Londrez, e karter Greenwich, emañ The Royal Observatory, da lavaret eo an Arsellva Roueel.