Enez-Vriad

kumun Aodoù-an-Arvor

Briad pe Enez-Vriad a zo ur gumun eus kanton Pempoull, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh.

Enez-Vriad
Porzh Kloz.
Porzh Kloz.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Île-de-Bréhat
Bro istorel Goueloù Goueloù (Banniel Bro-Sant-Brieg Sant-Brieg)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Pempoull
Kod kumun 22016
Kod post 22870
Maer
Amzer gefridi
Olivier Carré
2020-2026
Etrekumuniezh hini ebet
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 377 ann. (2020)[1]
Stankter 130 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 50′ Norzh
2° 59′ Kornôg
/ 48.83, -2.98
Uhelderioù kreiz-kêr : 26 m
bihanañ 0 m — brasañ 34 m
Gorread 2,90 km²
Lec'hiañ ar gêr
Enez-Vriad

Douaroniezh

kemmañ

Anv enezenn vrasañ enezeg Briad a zo dirak aod Breizh etre genoù an Trev ha bae Sant-Brieg, nepell diouzh Plaeraneg, er su, ha Pempoull, er reter, eo ivez. Tachenn ar gumun a zo enni ivez ur bern reier hag enezennoùigoù tro-dro.

Kumunioù amezek

kemmañ

Ragistor

kemmañ
  • Kavet e voe merkoù annezadur eus an neolitik.
  • 31 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].

Trevadennoù

kemmañ

Sevenadur

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].

Ya d'ar Brezhoneg

kemmañ
  • D'an 19 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Monumant ar re varv.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 4 (Morlu) (3 anezhe chomet dianv)
Hollad 4

Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[6].

Tudoniezh

kemmañ
 
Maouezed o lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ, en Enez Vriad.

Boas e oa an dud paour da lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ pa n'o doa ket koad d'ober tan.


Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ
abaoe 1793

[7]

abaoe 1962

Tud dibar

kemmañ
  • Jacquette de Bretagne, itron Briad, merc'h Arzhur III (dug Breizh), pried Arthur Brécart, skoedour Arzhur III, konetabl Roazhon ha kabiten Mervent, ar Coudray-Salbart ha Sant-Albin-an-Hiliber. He ardamezioù voe dibabet evel re enez Vriad.
  • Colette (1873-1954) zo bet o chom ur prantad amzer en enez Venniged e ti ur mignon.
  • Marc Chagall (1887-1985) en deus livet e 1924 Ar prenestr war Enez Vriad, miret e Kunsthaus Zurich[8].
  • Marie-José Chombart de Lauwe (1923), rezistantez ha sokiologourez.
  • Bernard Buffet (1928-1999), livour.
  • Erik Orsenna (1947), skrivagner bet graet e annez eno e-pad un toullad bloavezhioù.

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. Pertes USAAF Finistère
  4. Pertes RAF
  5. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  6. Commonwealth War Graves Commission
  7. EBSSA
  8. Dastumad Marc Chagall er Vereinigung Zürcher Kunstfreunde.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.