Skol
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Skol (disheñvelout).
skol
Iskevrennad eus | educational institution, educational organization |
---|---|
Dezverket dre | type of educational institution, educational stage, educational accreditation |
Arvesterien pal | Krennard, bugel |
A implij | school building |
Model item | Franklin School, Pomona College |
Rummad tost | Category:Songs about school |
Arouezenn Unicode | 🏫 |
Category for the view from the item | Category:Views from school buildings |
Ar skol, pe ti-skol, zo un ti ma vez graet skol, ma vez skoliet ha kenteliet, pe kelennet ar vugale. Ober skol zo kement ha deskiñ, kenteliañ, kelenn. Skol a vez graet d'ar vugale, ha d'an dud vras a-wechoù. Ar skolioù a vez lavaret a-wechoù pa gomzer eus an deskadurezh a vez roet en holl skolioù ur vro, eus ar c'henaozadur.
E Breizh e anvezer meur a framm skol :
- ar skolioù-stad, dindan Ministrerezh an Deskadurezh c'hall
- ar skolioù katolik, dindan an eskibien
- skolioù Diwan
Skolioù all zo c'hoazh, evel :
- ar skolioù labour-douar, dindan Ministrerezh al labour-Douar gall
- ar skolioù-sonerezh, dindan ar c'humunioù
- ar skolioù-meur
Skol-vamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skol-vamm eo ar skol ma tegemerer bugale (merc'hed ha paotred) etre daou ha c'hwec'h vloaz met n'eo ket ret mont dezhi.
Kentañ derez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skol etre ar skol-vamm hag ar skolaj, etre ar CP hag ar CM2. Derez kentañ ar skolioù rediet eo.
Skolaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ensavadur kelenn eil derez etre ar c'hwec'hvet hag an trede klas.
Lise
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ensavadur kelenn eil derez ivez a zo e bal klokaat hag astenn ar stummadur roet en ur skolaj e sell eus arnodenn ar vachelouriezh.
Skol-veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ensavadur kelenn uhel, rannet e kevrennoù, a zo goude an eil derez.