Mont d’an endalc’had

Ben Johnson (atletour)

Eus Wikipedia
Ben Johnson
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada Kemmañ
Anv-bihanBen Kemmañ
Anv-familhJohnson Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Kzu 1961 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTrelawny Parish Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherathletics competitor, sprinter Kemmañ
Bet war ar studi eSenator O'Connor College School Kemmañ
Gourdonet gantCharlie Francis Kemmañ
Lec'h annezMarkham Kemmañ
Kleñvedgagerezh Kemmañ
SportAtleterezh Kemmañ
Sports discipline competed in100 metres Kemmañ
Record heldQ56317796 Kemmañ
Perzhiad eC'hoarioù Olimpek hañv 1992, C'hoarioù Olimpek hañv 1988, C'hoarioù Olimpek hañv 1984 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezathletics at the 1988 Summer Olympics – men's 100 metres Kemmañ
Prizioù resevetMember of the Order of Canada, Order of Ontario, Canadian Newsmaker of the Year, L'Équipe Champion of Champions, Associated Press Athlete of the Year Kemmañ

Benjamin Johnson pe Ben Johnson a zo ur reder, evit ar 100 m dreist-holl, ganet e Falmouth (Jamaika) d'an 20 a viz Kerzu 1961. Kanadian eo bremañ.

Erruout a ra d'an oad a 15 vloaz e Kanada, e Scarborough en Ontario, gant e vamm hag e bemp breur. E dad o chom e Falmouth. Ober a ra anaoudegezh gant gourdoner skol-veur York, Charlie Francis, ur c'hampion eus ar 100 m.

Mont a ra da glub Scarborough Optimists hag e 1980 ec'h eas da skipailh Kanada. Gonnit a ra e vedalenn etrevroadel gentañ e c'hoarioù Commonwealth 1982 ma erruas eil eus ar 100m e 10s05 etre an daou skosad Allan Wells ha Cameron Sharp.

Gounezet en deus ur vedalenn arem war ar 100 m ha war ur redadeg a-bep eil (4 × 100 m) e c'hoarioù olimpek an hañv 1984 e Los Angeles.

Gounezet en deus ivez Kampionnad ar bed e Paris e 1985 war 60 m nemetken.

E 1988 e c'honne e 9,79s gourfenn ar C'hoarioù Olimpek e Seoul dirak e enebour gwashañ, Carl Lewis, met kavet e vez nebeut war-lec'h ez eo dopet Ben Johnson, ar pezh a ro dezañ an difenn d'ober sport e-pad daou vloaz hag ar pezh a roas fin d'e red micherel.