Caballo Viejo (kanaouenn)
Caballo Viejo ("Marc'h kozh") zo ur ganaouenn spagnolek savet, ton ha son, gant ar sonaozour venezuelat Simón Díaz (1928-2014), hag embannet en e albom heñvelanvet e 1980. Hiziv ez eo brudet evel ar gwellañ kanaouenn eus an doare llanera eus Venezuela.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar ganaouenn diwar-benn ur marc'h kozh hag a domm ouzh un ebeulez, da lavarout eo, evel-just, un den war an oad hag ur grennardenn. E 1980 edo Simon e San Fernando de Apure, e kreiz Los Llanos venezuelat ; tostik da 52 vloaz e oa, ha tommañ a reas ouzh ur ganerez yaouank llanera, 19 vloaz, anvet Maigualida Valera. Hag ar c'haner da sevel gwerzennoù dezhi.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet gant kalz kanerien ha sonet gant lazoù, ken na gonter tost da 300 doare enrollet, en o zouez re Mirtha Pérez, Papo Lucca, Celia Cruz, María Dolores Pradera, Julio Iglesias, Gilberto Santa Rosa, José Luis Rodríguez, Opus Cuatro, Pepe Arévalo y su orquesta, Polo Montañes, Oscar D'León, Ray Conniff, Freddy López, Celso Piña, Rubén Blades, Roberto Torres, Tania Libertad, Carlos Nuño y la Grande de Madrid, Armando Manzanero, Ry Cooder, Martirio, Susana Harp, Bareto ha Plácido Domingo, Kumbia Queers, el Chaqueño Palavecino ha Circo Vulkano. He c'hlevout a reer e Bamboleo ar Gipsy Kings, ha sonet eo bet gant The United States Army Field Band e 2011.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo bet e daouzek yezh, en o zouez ar serbeg : Španska kraljica, "Rouanez spagnol", kanet gant Beat Street e 1995.