Kadurked
Neuz
(Adkaset eus Cadurci)
Ar Gadurked, pe Cadurci e latin, a oa ar bobl kelt diazezet war lez ar stêr Lot e Galia. Diwar o anv eo deuet an anvioù Quercy ha Cahors, Divona Cadurcorum. Anaout a reer un darnig eus o istor hag anvioù o amezeien.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzh a gemerjont en emsavadeg Verkingetorix e 52 kent JK .
Amezeien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En hanternoz al Lemovices o deus roet o anv da Limoges ha d'ar vro Limousin.
- Er mervent an Nitiobroges, a reas o c'hêr-benn en Agen.
- Er c'hornôg ar Petrocorii (da gompren ar pevar stroll), a roas o anv da gêr Périgueux ha da vro Périgord.
- Er reter ar Ruteni (ar veleganed), a lezas o roud en anv kêr Rodez hag e bro Roergue, hag a oa amezeien d'an Arverned, galloudusoc'h.
- Ar Ruteni avat a oa ivez er c'hreisteiz, ma vezent anvet Albiga, anv chomet en hini kêr Albi.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]