Caius Marius
Caius Marius (-153 / -86) a oa ur ur jeneral hag un den a Stad roman bet ganet e Cereatae, e-kichen Arpinium, e -157 hag aet da anaon d'an 13 a viz Genver 86 a-raok J.-K. Trec'h war ar Gimbred hag e brezelioù Jugurtha, derc'hel a reas an ofis a gonsul seizh gwezh e-pad e esped, ar pezh ne oa ket bet gwelet biskoazh. Adreizhadennoù a-bouez en deus graet en armeoù roman. Sevel a reas un arme a vicher a gemeras lec'h ar galvadegoù keodediz a veze implijet betek kreiz ar Republik roman. Gwellat a reas ivez ar pilum, un dared, hag e reas cheñchamañtoù bras e framm lojistig an arme roman.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anv zo anezhañ e-kerzh seiziz Numancia (-134)
- tribun (-119)
- pretor (-116)
- aet gant Metellus da Afrika a-enep Jugurtha
- koñsul e -107, da heul Lucius Cassius
- trec'h war Jugurtha (-106)
- koñsul pemp bloaz : -104, da heul Caius Flavius; -103, da heul Lucius Aurelius; -102, da heul Quintus Lutatius; -101, da heul Marcus Aquillius; -100, da heul Lucius Valerius
- trec'h war an Deutoned, e-kichen Aix, (-101)
- trec'h war ar Gimbred, e Verceil
- trec'h war an Italianed kevreded (-90 / -88)
- koñsul evit ar seizhvet gwech, e -86, da heul Lucius Cornelius
- aet da Anaon e Roma, e -86, hervez ar pezh e vez lavaret, goude bezhañ lonket gantañ re a win (hervez re all : evit en em zistruj).
Skridoù diwar-benn Marius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Plutarchus :
- Arnault : Marius e Minturnes, trajedienn
Levrioù talvoudus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André Blanc ː L'Homme emprisonne le Temps. Les calendriers. Les Belles Lettres. Paris 1986
- M.N Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.