Mont d’an endalc’had

CoroCoro Comic

Eus Wikipedia

CoroCoro Comic (japaneg : コロコロコミック) a zo ur magazin manga kodomo (evit paotred 6-15 vloaz) embannet bet miz gant Shōgakukan.[1] Krouet eo bet d'ar 15 a viz Ebrel 1977. A5 eo e vent, 440 yen e koust an niverenn hag alies e vez ennañ ouzhpenn 800 pajennad. Mangaoù bet embannet ennañ evel Doraemon ha Pokémon a zo deuet da vezañ brudet-tre e Japan. Daou vagazin damheñvel anvet Bessatsu CoroCoro ha CoroCoro Ichiban! a zo ivez, embannet e vezont bep daou viz.

Krouet eo bet e 1977 evit embann Doraemon, hag a zo unan eus mangaoù brudetañ Japan. Lidet eo bet 30vet deiz-ha-bloaz ar magazin gant aozañ un diskouezadeg e Mirdi Etrevroadel ar Manga e Kyoto.[2] E CoroCoro e vez graet alies bruderezh evit c'hoarioù ha c'hoarioù video diazezet war mangaoù embannet ennañ. Ar c'hoari Game Boy anvet Pocket Monsters: Blue a voe gwerzhet dre ar magazin nemetken er penn-kentañ, ar pezh a lakaas ar gwerzhañ da greskiñ. E-touez ar c'hoarioù bet brudet er magazin emañ ivez Radio controlled car, Mini 4wd (gant Tamiya), Family Computer (Nintendo Entertainment System), Super Famicom (Super NES), Game Boy (gant Nintendo), Beyblade, B-Daman (gant Takara) ha Bikkuriman (gant Lotte).

Mangaoù bet embannet e-barzh CoroCoro Comic

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1980

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 2000

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Frederik L. Schodt : Dreamland Japan: writings on modern manga, Stone Bridge Press, 1996, ISBN 1-880656-23-X
  2. Kyoto Museum Exhibits Genius Party, CoroCoro, Terra E…, Anime News Network, 18 a viz Even 2007 http://www.animenewsnetwork.com/news/2007-07-18/kyoto-museum-exhibits-genius-party-corocoro-to-terra

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける