E Skeud Tour Bras Sant Jermen
E Skeud Tour Bras Sant Jermen zo titl ul levr eñvorennoù gant Yeun ar Gow, daou c'hant c'hwec'h pajenn warn-ugent dezhañ, bet moullet gant Ti ar Skrev er Baol e 1955 evit ar wech kentañ.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr gant Al Liamm e 1978.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ganedigezh e dad-kuñv (Yeun ar Gow e anv ivez !), e 1793 pe 1794, betek 1910 e kont Yeun ar Gow e vugaleaj e Pleiben e-lec'h ma oa bet ganet e miz Here 1897. Pemp pennad warn-ugent a ya d'ober an oberenn :
- Ma zud-kozh a-berzh ma zad
- Pa voe intañvezet ma mamm-gozh
- E-lec'h ma 'z eus anv eus ar gourenadeier a veze gwechall e Pleiben
- Al lapoused o vont diouzh o neizh hag ar pezh en em gavas da c'houde
- Yeun ar Gow o fortuniañ
- Lakaat a ran ma fri war an douar
- Er bloavezhioù kentañ eus ma yaouankiz tenerañ
- An hent-houarn o tont er vro
- Devezhourien ha mevelien
- Ma zad evel m'am eus eñvor anezhañ
- Ma zamm buhez betek ar mare ma voen kaset d'ar skol
- Hon amezeien dost
- Beajoù dre ar c'horn-bro — Skol ar baotred — Teatr ar voused
- Gouel an hent-houarn
- War an hent da Lourd
- O pardonañ e Lourd
- Skol, skol-louarn ha vakañsoù
- An nozvezhioù e korn an oaled : spont ha dudi
- Kelennadurezh ar gêr
- Goude labourioù al linenn — Marv ma zad
- Skol ar Ganiched — Brezel ha c'hoarioù
- Gouelioù ha diduamantoù
- Ar foarioù
- Ur vrastaolenn eus tud ar barrez hag o boazamantoù
- Ar politik.
Taolennañ a ra ar skrivagner darvoudoù ar mare-se koulz ha tud eus Pleiben hag he zrowardroioù en ur yezh pinvidik-mor. An holl droioù-lavar a ra gante sof-kont a-hed al levr a zo skrivet gant lizherennoù stouet hag ur roll eus ar Gerioù ha doareoù-lavar implijet e Pleiben ha tro-war-dro a gaver en dibenn anezhañ (c'hwec'h pajennad).
Disheñvel eo al levr dre ma n'eo ket "traoù kouer" a gont ar skrivagner. Eñvorennoù ur paotr eus ar vourc'h int, d'ar mare m'emañ an hent-houarn o tegouezh er c'hontread ; hag ouzhpenn-se, emañ e dad e penn ur c'hoñvers hag a feurm kirri (gant al loened hag ar vevelien da-heul) ha fred en deus kavet war al linenn. Yeun ar Gow, hag a skriv hanter-kant vloaz war-lerc'h, a gas al lenner da gompren penaos an tren en deus kemmet buhez ar vro, hentoù ar genwerzh ha betek ar gwiskamant (ar gasketenn) hag ar parlant (ret drailhañ un tammig galleg gant tud al linenn)...
A-hend-all, ur mailh eo Yeun ar Gow evit taolenniñ dremm hag anal ul lec'h : ret eo gwelet penaos eo livet bourc'h Brasparzh pe c'hoazh buhez porzh Meilh-ar-Wern...a-raok an hent-houarn. Ha fent ar c'honter ne vez ket kollet gantañ : gouzout a ray al lenner penaos ha perak e oa bet troc'het "paltoioù" da "wayed" (gwazi) bourc'h Pleiben.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Padrig an Habask, An anvioù-tud hag an anvioù-lec'h el levr « E skeud tour bras Sant Jermen » gant Yeun ar Gow, Hor Yezh 290, Mezheven 2017