Emgann Saipan
Rann eus | Brezel ar Meurvor Habask |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | Saipan |
Daveennoù douaroniel | 15°11′0″N 145°45′0″E |
Deiziad kregiñ | 15 Mez 1944 |
Deiziad echuiñ | 9 Gou 1944 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet |
Emgann Saipan (Battle of Saipan e saozneg) a zo bet unan eus emgannoù Brezel ar Meurvor Habask a c'hoarvezas e-kerzh an Eil Brezel-bed. Stourm a voe en Inizi Mariana adal ar 15 a viz Even betek an 9 a viz Gouere 1944 etre lu Impalaeriezh Japan ha lu SUA.
Ar charreadenn tagañ amerikan a loc'has adal Pearl Harbor d'ar 5 a viz Even 1944, un devezh a-raok ma voe roet lañs d'an oberiadur brezel Overlord en Europa.
71 000 soudard an 2vet rannlu USMC, ar 4re rannlu USMC ha re ar 27 rannlu troadegiezh dindan urzhioù al Letanant Jeneral Holland Smith, a voe trec'h war 31 000 soudard 43vet rannlu Lu Impalaeriezh Japan en he fenn al Letanant Jeneral Yoshitsugu Saito.
Ar c'hemperzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad oberiadurioù-brezel 1943 ha hanter ar bloavezh 1944, ar Gevrididi a aloubas Inizi Salomon, Inizi Gilbert pe Tungaru ha Papoua Ginea-Nevez. Lu Impalaeriezh Japan ne voe mui mestr nemet war ar Filipinez, Inizi Caroline, Inizi Palau hag Inizi Mariana.
An emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 13 a viz Even 1944 e krogas bombezadeg Saipan, ma voe 15 bag hobregonet o tennañ 165 000 obuz. Siwazh d'an Amerikaned, deraouidi a oa e bourzh ar bigi, hag ouzhpenn-se e oant tremen 9 c'hilometrad pell diouzh ar palioù da dizhout hep skeiiñ war parkadoù minennoù. Klasket e voe renkañ ar gudenn dre erlec'hiañ 19 lestr all ouzh ar bigi met berr e voe an amzer hag ar pourvezioù obuzioù.
An dilestradeg a grogas memestra d'ar 15 a viz Even da 7 eur vintin. Tro 300 bag LVT a zilestras 8 000 soudard an USMC war kostez kornôg Saipan da 9 eur. Unnek lestr gwarez a roas harp da zilestradeg ar Marines.
Boaz ar Japaniz e oa leuskel ar c'hentañ gwagennadoù-tagañ da zouarañ. Pa veze niverus an enebourien war an aod e kroge ar stourm. En doare-se e voe Emgann Saipan.
Fin Emgann Saipan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leal betek penn, d'ar 5 a viz Gouere 1944 e vo gwelet al letanant meur Yoshitsugu Saito heuliet gant ur pezh mell banniel ruz ha 5 000 soudard Lu Impalaeriezh Japan o tagañ ar soudarded amerikan dindan stumm un argadenn Banzai.
A-dreñv ar gwagennadoù soudarded japanat e voe kavet ivez reoù gloazet-fall, lod anezho o vezañ armet gant mein nemetken. Dont a rejont a-benn da freuzañ linennoù difenn an Amerikaned met darn anezho a varvas en emgann.
Disorc'h Emgann Saipan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h e voe an Amerikaned, petra bennak ma kolljont 3 426 soudard lazhet ha 10 364 gloazet. Lu Impalaeriezh Japan a gollas 24 000 soudard lazhet, 5 000 en em lazhas ha 921 a voe prizonidi.
A-fed trevourien e voe 22 000 o vervel, darn dre emlazh ha darn all tapet gant an tennoù etre an daou lu.
Ar c'habiten Sakae Oba eus Lu Impalaeriezh Japan a gendalc'has ar stourm gant un 50 bennak a soudarded ha 200 trevour betek e zaskor d'ar c'hentañ a viz Kerzu 1945 goude 512 devezh stourm ouzhpenn da Emgann Saipan ha 3 miz goude daskoridigezh Impalaeriezh Japan.
Tro-dro da Emgann Saipan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pa zilestras soudarded an USMC war aodoù enezenn Saipan d'ar 15 a viz even 1944, 800 Marines Afro-Amerikan a gemeras perzh dre dezougen boued ha tennoù da skeiñ adal ar bigi dilestrañ etrezek ar soudarded oc'h emgannañ. An Afro-Amerikaned kentañ da gemer perzh en emgann e-pad an Eil Brezel-bed e voent[1] .
- Implijet e voe Amerindianed Navajo a-benn gellout reiñ an urzhioù-tennañ d'ar ganolierien amerikan hep bezañ komprenet gant soudarded Lu Impalaeriezh Japan. Taolennet eo kement-se er film Windtalkers ("Kelaouerien an avel") gant John Woo embannet e 2002.
Ur sell war an dachenn-emgann hiziv-an-deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Dismantr un tank japanat
-
Ur pezh kanol japanat distrujet
-
Lec'h pennañ an difenn japanat e-kerzh Emgann Saipan
-
Lec'h-koun Amerikan nepell diouzh aod an dilestradeg
-
Lec'h-koun an dorgenn Banzai a welas emlazh kantadoù a drevourien ha soudarded japanat e dibenn Emgann Saipan
-
Aod an dilestradeg amerikan
-
Lec'h-koun da soudarded Lu Impalaeriezh Japan
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Saipan: The Beginning of the End ("Saipan: deroù an diwezh"), gant Carl W. Hoffman, Battery Pr, 1987, ISBN 978-0-89839-109-1 (en)
- Saipan: The War Diary of John Ciardi ("Saipan: Deizlevr brezel John Ciardi"), gant John Ciardi, University of Arkansas Press, 1998, ISBN 978-1-55728-018-3 (en)
- Battling for Saipan ("O stourm evit Saipan"), gant Francis A. O'Brien, Presidio Press, 2003, ISBN 978-0-89141-804-7 (en)
Filmadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diellfilmoù
- D-Day in the Pacific: The Battle of Saipan (Twentieth-Century Battles), gant Harold J. Goldberg,2007 (en)
- Filmoù
- Oba : The Last Samurai (Taiheiyou no kiseki: Fokkusu to yobareta otoko), gant Hideyuki Hirayama, 2011 (ja) (en)
- Windtalkers, gant John Woo, 2002 (en)
- E galleg : Windtalkers : Les Messagers du Vent (Bro-C'hall), La voix des vents (Kanada)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Battle of Saipan (en)
Impalaeriezh Japan – An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan |