Erik Haraldsson
Erik Haraldsson (norseg: Eiríkr Haraldsson, norvegeg: Eirik Haraldsson; c. 885 – 954), lesanvet Eirik Blodøks, a oa roue e Norvegia en Xvet kantved. Soñjal a reer e voe roue Norvegia e-pad ur pennadig, ha roue Northumbria dre ziv wech war-dro 947-948 ha war-dro 952-954.
Bez' e oa mab henañ Harald Iañ Hårfagre, roue kentañ Norvegia. E 920 e voe renet gant Erik ur bagad Vikinged a dagas hanternoz Rusia. Diwezhatoc'h, e Danmark, e voe pedet gant ar roue Gorm an Henañ da gemer perzh en ur banvez ma reas anaoudegezh gant merc'h Gorm, Gunnhild. Antronoz e timezas ganti. Gunnhild he doa brud da vezañ ur sorserez ha ganti galloudoù hud.
E 931 e varvas e dad Harald Iañ. Tabut a voe neuze etre mibien ar roue. Kontañ a reer e tibennas Erik an darn vrasañ eus e driwec'h breur, nemet Haakon a gavas repu e Bro-Saoz. Marteze e teu e lesanv Blodøks ("bouc'hal wadek") eus ar muntroù-se.
Erik ha Gunnhild o doe meur a vugel :
- Gamle Eriksson
- Guttorm Eriksson
- Harald Gråfell
- Ragnfrød Eriksson
- Ragnhild Eriksdotter
- Erling Eriksson
- Gudrød Eriksson
- Sigurd Sleva (Eriksson)
E 934 e tistroas e vreur Haakon eus Bro-Saoz ha, gant skoazell noblañsed eus ar vro, e skarzhas Erik eus ar galloud. Goude klask adpignat war an tron, Erik a yeas kuit d'an inizi Orc'h ha goude-se da Northumbria. Eno e varvas, hervez a gonter, en un emgann e-kichen Stainmore.