Mont d’an endalc’had

FN Herstal

Eus Wikipedia
FN Herstal
embregerezh, saver motoioù aet da get, saver kirri aet da get, embregerezh
Tachenn obererezhioùgreanterezh armoù, greanterezh armoù ha musionoù, sevel kirri Kemmañ
Deiziad krouiñ3 Gou 1889 Kemmañ
Anv ofisielFabrique Nationale Herstal Kemmañ
Trading nameFN Herstal Kemmañ
DiazezerHenri Pieper Kemmañ
StadBelgia Kemmañ
E tiriadHerstal Kemmañ
Furm lezennelpublic limited company Kemmañ
Lec'h diazezHerstal Kemmañ
Aozadur mammHerstal Group Kemmañ
Perc'henn warBrowning Arms Company Kemmañ
Sez sokialHerstal Kemmañ
Produarm-tan, Munision, arm Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://fnherstal.com/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadDesign Museum Gent, Museum Deelen, Liemers Museum, Gelders Schuttersmuseum, Dutch Resistance Museum Kemmañ
Logo an embregerezh.

Ar Fabrique Nationale Herstal, anvet ivez FN Herstal, zo un embregerezh armoù-tan hiniennel ha munisionoù belgiat diazezet abaoe 1889 e kumun Herstal, nepell diouzh Liège. Perc'henn eo war merkoù armoù brudet all evel Browning pe Winchester. Perzh eo deus ar strollad Groupe Herstal, perc'hennet penn-da-benn gant Rannvro Wallonia.

Adalek ar XVvet kantved ha deroù implij an armoù-tan en Europa e oa brudet Liège evit he bombezerezioù hag hec'h akebutoù. Klezeoù, bouc'haloù ha kontilli a veze graet eno a-raok dija. Poultr du a veze produet ivez e Liège abaoe 1595 er Maison Curtius. E 1803 e tibabas Napoléon Bonaparte savadurioù ar Prieuré de Saint-Léonard, hanter zistrujet, d'ober eno un deuzerez kanolioù, a zeuas goude da vezañ ar Fonderie Royale de Saint-Léonard (serret e 1945).

E 1889 e voe krouet e Liège ar Fabrique Nationale d'Armes de Guerre diwar intrudu bourc'hizien an trowardroioù, evit gellet respont d'ur goulenn 150.000 fuzuilh Mauser da bourveziañ an arme belgiat. Savet e voe uzinoù e kumun Herstal, nepell diouzh Liège.

Mont e-barzh al labouradeg e Herstal.

Kenlabour gant John Browning

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ijinour armoù amerikan John M. Browning en doa krouet e 1898 an Auto-5, ar fuzuilh-chase damaotomatek modern kentañ. Nac'het e oa bet ar raktres gant Winchester a oa boas da labourat gantañ ha mont a reas an Amerikan e 1902 da ginnig e arm d'an FN Herstal, a brodue dija ar bistolenn Model 1900 ijinet gantañ. Plijout a reas an Auto-5 d'an FN Herstal ha sinañ a reas ur gevrat gant Browning evit produiñ ar fuzuilh. Berzh a reas, ha 50.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet er Stadoù-Unanet er bloavezh kentañ. Penn-kentañ ur c'henlabour frouezhus e voe etre an ijinour hag an embregerezh. John M. Browning a roas an droad d'an FN da implijout e anv evel merk marilhet. E 1912 e oa bet produet ur milion a fuzuilhoù Auto-5 e Herstal dija.

Un nebeud kirri-tan ha marc'hoù-houarn a voe produet ivez gant an FN Herstal e kard kentañ an XXvet kantved, ha marc'hoù-tan betek 1965.

Eus an eil brezel d'egile

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubet e voe kêr Liège e deroù ar Brezel-bed Kentañ gant an arme alaman. Savadurioù an FN Herstal a zeuas da vezañ un ospital evit ar soudarded c'hloazet. Ul lod deus implijdi an embregerezh a voe kaset just a-raok an aloubadeg da Vro-Saoz e-lec'h ma kendalc'hjont da broduiñ fuzuilhoù evit pourveziañ an arme belgiat. John Browning en em lakaas neuze e servij arme ar Stadoù-Unanet.

Goude ar brezel e teuas ar bank Société Générale de Belgique da vezañ mestr war an FN Herstal. Ar bloavezhioù 1920 a voe diaes evit an embregerezh. E miz Du 1926 e voe digoret un atalier engravañ war vetal en uzin, ennañ 10 artizan o labourat. Er memes bloaz e varvas John M. Browning e Herstal pa oa o labourat war ar B25, ur fuzuilh-chase dezhi kanolioù an eil war egile, un nevezinti d'ar poent-se. E vab Val Allen, unan eus renerien ar produerezh abaoe 1920, a echuas al labour hag e 1930 e voe lakaet an arm war ar marc'had. Ur wech ouzhpenn e reas berzh hag e sikouras an FN Herstal da adsevel. Betek 1980 e voe produet 500.000 skouerenn eus an arm gant an embregerezh.

E 1940 e voe aloubet Liège gant an Alamanted adarre. Ul lod deus an implijdi a guitaas an uzin. Klask a reas ar Wehrmacht produiñ enni pistolennoù dindan aotre Browning. Tarvet e voe meur a arm gant al labourerien. Troc'het e voe da vat an darempred etre ar familh Browning hag an FN Herstal e fin 1941 pa zisklêrias ar Stadoù-Unanet ar brezel a-enep d'an Trede Reich.

E miz Gwengolo 1944 e voe dieubet Liège gant an amerikaned. Bombezadegoù alaman kalet a zistrujas neuze ul lod deus savadurioù an FN.

Kresk eil hanter an XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1948 e voe krouet gant an ijinour Dieudonné Saive an FN FAL (Fusil d'Assaut Léger) evit ezhommoù an arme belgiat goude ar brezel. Berzh a reas an arm e broioù all eus AFNA hag adsevel a reas an FN Herstal a-drugarez dezhañ ha gant sikour an ezporzhioù war-zu ar Stadoù-Unanet.

Er bloavezhioù 1960 e c'hoarvezas harzoù-labour ha manifestadegoù kalet e Wallonia. Pevar labourer a varvas en emgannoù. Ar familh Browning a zivizas lakaat produiñ ul lodenn eus e armoù e Japan. En arvar e oa an FN Herstal da vont da get ma kolle ar marc'had amerikan dre ma teue 60% eus e werzhoù alese.

E fin ar bloavezhioù 1970 e cheñchas an traoù avat : bresk e oa deuet da vezañ an embregerezh Browning eno abalamour d'an enkadenn ekonomikel ha da gudennoù justis gant ar gouarnamant amerikan. E 1977 e tivizas an FN Herstal prenañ Browning USA evit 20 milion $. Ne felle ket d'ar Veljiz e kouezhfe ar merk etre daouarn o c'hevezerien. Ul lod deus ar produerezh a chomas memestra e Japan. Er bloavezhioù war-lerc'h e voe klasket ledanaat oberioù Browning ha gwerzhet produioù a bep seurt dindan e anv : dafar pesketa, golf, sportoù dour... Ne badas ket an traoù ha dilaosket e voe tamm-ha-tamm ar rannoù-mañ. Tro 10.000 den a laboure evit an FN Herstal er bloavezhioù 1970.

Er bloavezhioù 1980 e oa en arvar ivez ar produer armoù Winchester, un embregerezh istorel all e Amerika. An FN Herstal a brenas anezhañ. Postañ a reas kalz arc'hant da adsevel un uzin nevez e New Haven, nebell diouzh an hini gozh. Divizet e voe produiñ armoù a rummad uhel dindan an anv Browning ha reoù a rummad etre dindan hini Winchester.

Goude ar bloavezhioù 1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude diskar URSS e kouezhas ar goulenn war an armoù er bed. Ar garabinenn Maral, gwerzhet adalek 2013, a reas berzh e bed ar chaseourien. E 2022 e tigreskas gwerzhoù munisionoù an FN deus 30% goude ehan ar produiñ evit an Arabia Saoudat. Ar brezel en Ukraina en deus adsavet ar goulenn war ar munisionoù abaoe 2023 ha tennañ a ra an FN Herstal gounid deus se. 2.300 den a labour evit an embregerezh hiziv an deiz.

Ur fuzuilh-arsailh FN FAL.

Armoù produet gant an FN Herstal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù ha fuzuilhoù-arsailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù-mindrailher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pistolennoù-mindrailher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pistolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • FN Barracuda

Bannerez-greunadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • FN40GL

Mindrailherezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armoù nann-varvus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù ha liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan