HTML
HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar World Wide Web a c'heller lenn dre ar Genrouedad.
Balizennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant balizennoù[1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid : Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b> a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ».
Balizennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- <html> : evit kemenn e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML.
- <head> : evit merkañ penn an teul HTML ; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.
- <body> : evit deraouiñ korf an teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer.
- <head>. . .</head>
E-barzh an elfenn <head> e lakaer :
- <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e barrenn-ditl ar merdeer.
- <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8"> ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8[2].
- <style>. . .</style>
Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), da lavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.
- Un urzh CSS a c'heller lakaat e korf ar pennad evit stummañ un elfenn hepken hep kemmañ an urzhioù CSS all, da skouer :
- E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm : <mark>pouezus</mark> a ro
pouezus
- Dre CSS e c'heller warlinennañ gant ul liv all : <mark style="background-color:LightBlue;">pouezus</mark> a ro
pouezus
- E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm : <mark>pouezus</mark> a ro
- <body>. . .</body>
E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :
- <h1>, <h2>,... <h6> (header level 1...6) : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù, h1 o vezañ an hini skrivet brasañ ha h6 an hini bihanañ ; serriñ pep titl dre </h1>, </h2>,...</h6> a ranker ober.
- <p> (paragraph) : evit digeriñ ur rannbennad nevez ; serriñ pep rannbennad dre </p> a ranker ober.
- <br> (break) : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad ; ur merk emserr eo.
- <table> : evit krouiñ un daolenn, <tr> (table row) evit digeriñ ul linenn en daolenn, ha neuze <td> (table data) evit dispartiañ ar stlennoù ; serriñ pep stlenn dre </td>, pep linenn dre </tr> ha pep taolenn dre </table>
- <div> (division) : evit merkañ ur rann dibar e korf ar bajenn ; serriñ pep rann dre </div>.
Skouer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]<!DOCTYPE HTML>
<html>
<head>
<meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
<title>HTML : ur skouer</title>
<style>
p {
color:red;
font-family:Palatino
font-size:1.5em;
font-weight:bold;
}
</style>
</head>
<body>
<p>Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer</p>
</body>
</html>
a vo diskouezet evel-mañ war ar skramm :
- an titl, title HTML : ur skouer, a vo anv ar bajenn, diskouezet en ivinell el laez ;
- ar skrid, p evit paragraph, a vo e ruz (color:red), gant ar font Palatino (font-family), ur wech ha hanter brasoc'h eget ar vent dre ziouer (font-size:) ha druz (font-weight).
Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer
Notenn : urzhioù CSS eo ar re a zo etre ar merkoù HTML <style> ha </style>.
Emdroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML (Standard Generalized Markup Language), ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML (EXtensible HyperText Markup Language) eo bet diazezet HTML war ar standard XML (EXtensible Markup Language) ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deskiñ HTML ha CSS en-linenn ha digoust : (en) W3 Schools