Here
Neuz
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Dekvet miz ar bloaz eo miz Here hervez an deiziadur gregorian, unan eus mizioù an diskar-amzer.
Anvioù Here er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er yezhoù latin, germanek hag kar d'ar saozneg ez eo deveret diouzh al latin ôctō, "eight" peogwir e oa Here an eizhvet miz gwechall.
- Finneg : lokakuu, evit "miz ar boultrenn".
- Iwerzhoneg : Deireadh Fómhair, evit "fin an eost", "peurzorn".
- Izelvroeg : Wijnmaand evit "Miz ar gwin", rak er miz-mañ e veze puret ar gwin.
- Skoseg : an Damhar, evit "mare kasadenn ar c'hirvi".
- Turkeg : Ekim, evit "mare hadeg an ed".
Krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Da foar Paol / Kefeleg war an daol »[1]
- « E miz Hero / Teilit mat hag ho pezo »
- « Foar Here e Gouenoù / Poent eo skuilhañ an trempoù »
- « Here, Du ha Kerzu / A c'halver ar mizioù du »
- « Tremenet pardon Bulad / A bep koabrenn, pep kaouad »[2]
- « Deiz foar Vikael an hini a chom un deiz hag un noz e kêr a deu e miz Here d'ar gêr. »[3]
- « Hanter-noz gouel an Ollsent e ya miz Here en e hent. »[4]
- « Miz Here a font ar plom war an tïez. »[4]
- « Pa vez miz Here e vez re nebeud daou droad en ur gwele. »[4]
- « Pa ya miz Here en e hent, da hanter-noz (pe : an deiz war-lerc'h) e vez gouel an Ollsent »[4]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Foar Kastell-Paol : 10/10 ; digor ar chase.
- ↑ Pardon Bulad-Pestivien : 08/10.
- ↑ Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, pajenn 323.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol , 1974, pajenn 324.