Jacques Cassard
Neuz
Jacques Cassard, moraer anezhañ, a oa bet ganet e Naoned d'an 30 a viz Gwengolo 1679.
Kourser gall e oa ivez, nebeutoc'h anavezet eget e vignon René Duguay-Trouin hag e genderv mil vrudet Roparzh Surcouf. Arouezennet eo Jacques Cassard abalamour d'an harzhidigezh bet diskouezet gantañ o pakañ al listri kenwerzh war aod Bro-Saoz. Maget-mat e vrud oc'h amheuliañ strolladoù bigi er Mor Kreizdouar hag en Antilhez. Bezañ lakaet war an teil hag o c'houzañv an diouer a anaoudegezh outañ e oa aet e gouez ouzh ar c'hardinal André Hercule de Fleury, galloudusañ den-stad gall d'an ampoent. Toullbac'het e oa bet e-barzh kreñvlec'h Ham (Somme) e-lec'h ma oa aet da Anaon d'an 21 a viz Genver 1740, goude pevar bloavezh en toull-bac'h.