Kib rugbi ar bed
Kib rugbi ar bed zo ur gevezadeg etrebroadel rugbi a vez kaset en-dro bep 4 bloaz. Ar genstrivadeg-se, krouet e 1987 zo digor d'an holl gevredadoù anavezet gant Burev etrebroadel ar rugbi (International Rugby Board pe IRB). Dalc'het e oa an hini kentañ e 1987 e Zeland-Nevez hag en Aostralia, ha trec'h e voe skipailh Zeland-Nevez.
Peder broad hepken o deus gounezet ar gib-se. Skipailh Aostralia, hini Afrika ar Su ha Zeland-Nevez o deus gounezet an aliesañ gant pep a zaou drec'h. Emañ an titl e dalc'h skipailh Zeland-Nevez ivez. Bro-Saoz he deus gounezet 1 wech.
Anvet eo arouez-trec'h ar gevezadeg William Webb Ellis Trophy, en enor da William Webb Ellis a vez lakaet peurliesañ ijinadenn ar rugbi war e gont, e 1823. E gwirionez ez eo koshoc'h orin ar sport-se[1].
Ar vro a aoz Kib ar bed a vez choazet gant an IRB. Dalc'het eo bet kevezadeg 2011 e Zeland-Nevez eus an 9 a viz Gwengolo betek ar 23 a viz Here. Choazet eo bet Bro-Saoz da zegemer an hini war-lerc'h, e 2015, ha Bro-Japan da zegemer hini 2019.
An tournamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kib rugbi ar bed 1987 en Aostralia ha Zeland-Nevez. Aet ar maout gant Zeland-Nevez.
- Kib rugbi ar bed 1991 e Bro-Saoz. Aet ar maout gant Aostralia.
- Kib rugbi ar bed 1995 e Suafrika. Aet ar maout gant Suafrika.
- Kib rugbi ar bed 1999 e Kembre. Aet ar maout gant Aostralia.
- Kib rugbi ar bed 2003 en Aostralia. Aet ar maout gant Bro-Saoz.
- Kib rugbi ar bed 2007 er Frañs. Aet ar maout gant Suafrika.
- Kib rugbi ar bed 2011 e Zeland-Nevez. Aet ar maout gant Zeland-Nevez.
- Kib rugbi ar bed 2015 e Bro-Saoz. Aet ar maout gant Zeland-Nevez.
- Kib rugbi ar bed 2019 e Japan.
- Kib rugbi ar bed 2023 er Frañs.
Levrioù ha filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Denis Lalanne, Le fabuleux roman de la coupe du monde de rugby, Calmann-Lévy, 1987, 109 p. (ISBN 2702116213)
- Roger Brunel, Jean-Claude Morchoisne, Michel Rodrigue, Le rugby en coupe (du monde), Presses de la Cité, 1999
- Jean-Pierre Bodis, Le rugby : de l'esprit de clocher à la coupe du monde, Privat, 1999
- Nick Farr-Jones, Story of the Rugby World Cup, Australian Post Corporation, 2003
- Gerald Davis et John Eales, History of the Rugby World Cup, Faber and Faber Ltd., 2003
- Coupe du monde de rugby : anthologie, éditeur : Sony music vidéo, 2004 (3 DVD)