Mont d’an endalc’had

Kiribaseg

Eus Wikipedia

Ur yezh malayek-polinezek eo ar c'hiribaseg ( kiribati (distaget [kiribas] e kiribaseg, Gilbertese e saozneg), komzet gant 102 000 den e Kiribati dreist-holl (98 000 den pe 97,2%), met ivez e Fidji, Inizi Marshall, Nauru, Inizi Solomon, Tuvalu ha Vanuatu. Unan eus perzhioù ar yezh eo ar urzh verb-renadenn(-dra)-rener.

Bev-buhezek eo ar c'hiribaseg hiziv c'hoazh hag implijet e vez ingal gant tud Kiribati, o vezañ ma n'eus nemet 30% dioute hag a zo barrek war ar saozneg penn-da-benn.

Teir rannyezh pennañ a zo:

Skrivet e vez ar c'hiribaseg gant al lizherenneg latin abaoe ar bloavezhioù 1840 bet unvanet an doare-skrivañ en 20vet kantved.

Yezh skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar bloavezhioù 1840 e vez skrivet kiribaseg er skritur latin, pa voe troet ar Bibl gant ar misioner stadunanat Hiram Bingham Jr. Ne vez ket skrivet "s" avat, hag e-lec'h al lizherenn-se e vez graet gant "ti".

Diaes e oa, evit-doare, treiñ gerioù evel "menez", un dra dianav en inizi Kiribati. Evit karr-nij e vez graet gant "te wanikiba", "ar vag a nij".

E 1888 e tegouezhas misionerien gatolik, hag un droidigezh all eus ar Bibl a voe graet ganto. Diforc'hioù a oa evel-just : Bingham a rae "Iesu" eus Jezus, ar gatoliked a skrive "Ietu". Unvanet e voe ar yezh en XXvet kantved.


Un ofis anvet Kiribati Language Board zo diazezet e Tarawa-Su hag a ra war-dro emdroadur ha kelenn ar yezh.
Un Dictionnaire Gilbertin-Français a oa bet savet e 1954 gant ar beleg katolik Ernest Sabatier, Tabuiroa (Abaiang), 1952-1954: ar brasañ geriadur eo, hag un oberenn a-bouez, gant 984 pajenn (ha xii pajenn ouzhpenn) evel geriadur etre ar yezh-se hag unan europeat, embannet gant ar South Pacific Commission en 1971. Troet eo bet e saozneg gant al leanez Olivia; Hennezh eo a lenner en e hed e lec'hienn Steve Trussel ( [1]).

Un Descriptions of the Kiribati Language zo bet graet gant Stephen Trussel e 1983 evir skol-veur Hawai.

En 1995 e voe graet ur geriadur galleg-kiribaseg, gant Frédéric Giraldi, gant ur yezhadur savet gant ar beleg Gratien Bermond.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ar c'hiribateg war Ethnlogue