Lienenn-gourzh
Al lienenn-gourzh, pe himen (diwar ar gregach ὑμήν / humến, « kroc'henenn »), zo ur groc'henenn a zo etre gouhin ar merc'hed hag o c'hourzh hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ. Anezhi eo e komzer pa gomzer eus gwerc'hded ar merc'hed.
N'eo ket ouzh parezed gouenn an dud e kaver anezhi hepken. Ouzh parezed un nebeud gouennoù all ivez: olifanted, razhed, lamaed, chimpanzeed.
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ya ket betek peurstankañ ar gouhin peurvuiañ, ha meur a stumm a c'hell bezañ dezhi: gallout a ra bezañ
- gwalennheñvel
- loarheñvel
Drailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da goulz an embarañ kentañ e vez drailhet peurvuiañ, ha gwadañ a ra un tammig. kleizenniñ a ra an tammoù drailhet . Gallout a ra bezañ kaledik ha mirout ouzh an embarañ.
Drailhet e vez al lienenn-gourzh pa deu ar c'halc'h er gouhin peurvuiañ. En abeg da se e vez sellet outi evel merk ar werc'hded er sevenadurioù a ro un dalvoudegezh vras da c'hlanded ar merc'hed a-raok an dimeziñ.
Koulskoude e vez drailhet ar groc'henenn-se alies hep embarañ, e-pad ar bugaleaj, mann nemet gant ar marc'hegañ, pe mont war varc'h-houarn. A-wechoù ivez pa vez lakaet lienoù-stouv da vare ar mizioù.
Merc'hed zo a c'hall embarañ hep drailhañ o himen; darn n'o devez ket; darn a rank mont da welout ur medisin ma vez peurstanket o gouhin gant al lienenn-gourzh, pe ma vez re galet ar groc'henenn hag e ra re a boan an embarañ peogwir ne zrailh ket.
Abalamour da se n'haller ket diazezañ gwerc'hded ur plac'h war bezañ al lienenn-gourzh, evel ma veze graet gwechall en hon bro. Ouzhpenn-se e c'haller adsevel anezhi aes a-walc'h diouzh ezhomm: pa vez ret lakaat da grediñ er werc'hded, evel e broioù zo. N'eo ket graet an oberatadenn-se evit ar re baour avat.
Arouez ar werc'hded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouez ar werc'hded eo bet al lienenn-gourzh, hag ez eo c'hoazh e broioù zo. Da desteniañ gwerc'hded ur plac'h nevez e veze diskouezet d'an holl gwad liñsel ar gwele eured e broioù zo.
Da brouiñ gwerc'hded, pe gwallidigezh, e veze ensellet kourzh ar merc'hed, evel a c'hoarvezas e prosez gwaller Artemisia Gentileschi.