Mor Ionian
Rann eus | Eastern Mediterranean |
---|---|
Anv er yezh a orin | Ιόνιο Πέλαγος, Mare Ionio |
Bro an diazad | Albania, Italia, Gres |
Anvet diwar | Io |
Stad | Gres, Italia, Albania |
Daveennoù douaroniel | 38°0′0″N 19°0′0″E |
A zo stok ouzh | Strofylia forest |
Ar Mor Ionian (Deti Jon, da lavarout eo "hor mor-ni" en albaneg, Ιόνιο Πέλαγος e gresianeg, Mare Ionio en italianeg) zo anezhañ ul lodenn eus ar Mor Kreizdouarel, er c'hreisteiz d'ar Mor Adria.
- Er c'huzh-heol dezhañ emañ kreisteiz Italia, gant Kalabria, Sikilia, ha ledenez Salento.
- Er sav-heol dezhañ emañ gevred Albania hag un niver bras a inizi eus Gres, en o zouez Korfou, Zante, Kefalonia, Itaka, ha Lefkas.
An holl inizi-se a vez graet an Inizi Ionian anezhe, gant inizi all evel enezeg ar Strofades, Sphagia, Schiza, Sapientza ha Kythira.
Ar mor zo anavezet evel unan eus ar re ma kren an douar dindane.
Listri-beajourien a vez o treizhañ etre Patras (e Bro-Hellaz) ha Brindisi pe Ancona, en Italia. Listri eus Pire a vez ivez.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Aesc'hulos e teu an anv eus an doueez Io. Evit doare e oa bet anvet a-raok "mor Kronos ha Rea".
Hervez ur vojenn all e oa ur priñs Ionius hag a oa mab d'ar roue Adrias eus Illyria a roas e anv da Vro Adria.
Lavaret e vez ivez e oa Ionius mab da Dyrrhachus, eus kêr Dyrrhachium (gwechall Epidamnos) (hiziv Durrës). Pa voe Dyrrhachus o klask stourm ouzh e vreudeur e voe sikouret gant Herakles, met e-doug an emgann e voe lazhet mab ar roue gant an haroz meur, dre fazi. Taolet e voe korf ar priñs er mor, a voe anvet ar Mor Ionian diwar-se.
Lec'hioù en-dro d'ar Mor Ionian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sirakuza, porzh, er c'hornôg
- Catania, porzh, er c'hornôg
- Saranda, porzh ha traezhenn, NE
- Parga, porzh bihan
- Astakos
- Fiskardo, porzh bihan
- Keri, porzh ebet
- Methoni, porzh bihan ha traezhenn