Mont d’an endalc’had

Pavez

Eus Wikipedia
Pavezioù e kreiz kêr Roazhon
O lakaat pavezioù

Ar pavezioù zo tammoù mein karrezek implijet evit goleiñ gorre ar straedoù, an hentoù.

Gwechall e vezent implijet evit an holl hentoù. An implij kentañ a voe graet anezho a-vras a oa gant ar Romaned, evit sevel o hentoù. Bremañ e vezont kavet evit tammoù hentoù kozh, pe evit straedoù e-kreiz ar c'hêrioù, kentoc'h.

Peurliesañ ez int graet gant mein benet a-ratozh (greunit peurvuiañ), a-wechoù ivez gant tammoù betoñs, gant brikennoù (en Izelvroioù da skouer) pe c'hoazh gant tammoù koad.

Bremañ e vez implijet nebeutoc'h ar pavezioù rak rak doareoù all zo da c'holein an hentoù : gwisket e vezont gant ter-du peurvuiañ. Evit meur a abeg eo bet dilezet ar pavezioù : trouzus eo an hentoù goloet ganto, tordoroset int ha ne dremener ket ken plaen warno, pe e vefed o ruilhad gant kirri, gant marc'hoù-houarn pe o kerzhet.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.