Quando, Quando, Quando
Neuz
Quando, Quando, Quando zo ur ganaouenn italianek skrivet gant Giulio Rapetti ha Alberto Testa, ha sonaozet gant ar c'haner Tony Renis ; gant T. Renis e voe enrollet, hag un doare all a voe enrollet gant Emilio Pericoli. E 1962 e voe kinniget er Festival di Sanremo.
Berzh bras a reas en Italia, ha pelloc'h en SUA ivez, azasaet e saozneg gant Ervin Drake ha kanet gant Pat Boone ; ur bern re all a ganas Quando, Quando, Quando en e c'houde. E-touez ar re vrudetañ : Deana Martin, Engelbert Humperdinck...
E 2008 e voe enrollet e vietnameg, komzoù nevez savet gant an Aostralian Joseph Hieu.
An eil pladennig muiañ gwerzhet en istor eo, gant 50 milion a skouerennoù.(Daveoù a vank)