Mont d’an endalc’had

Rubicone

Eus Wikipedia
Aber ar Rubicone.
Red ar Rubicone

Ar Rubicone zo ur stêr vihan, 80 km dezhi, eus hanternoz Italia, en Emilia-Romagna, er c'hreisteiz da gêr Ravenna, hag a ya da aberiñ e Mor Adria.

Adal 59 kent JK e rae an harz etre Italia roman ha Gallia Cisalpina. Difennet e oa d'ur jeneral treuziñ ar stêr gant un arme da vont da Roma. Evel-se e tiwalle ar Republik roman diouzh dañjer he jeneraled o dije klasket kemer ar galloud er gêr-benn.

Brudet e voe ar Rubicone pa voe treuzet gant Caesar d'an 11 a viz Genver 49 kent J.K. evit mont da glask arme Pompeius, a-enep da lezenn ar Sened Roma. Hervez Suetonius e lavaras en ur dreuziñ : Alea jacta est, da lavarout eo «taolet eo an diñsoù », troet a-wechoù gant « taolet eo ar blanedenn ».

Diwar an abadenn-se eo deuet an droienn « treuziñ ar Rubicone », deuet betek ennomp.

A-raok 1933 e oa anvet Fiumicino, met neuze e voe disklêriet gant istorourien e oa honnezh ar stêr a oa bet treuzet gant Julius Caesar e 49 kent JK.

En Henamzer e yae ar Rubicone da aberiñ e Mor Adria entre Ariminum ha Caesena (hiriv Rimini ha Cesena). Ar stêr zo bet hevelebekaet outañ n'eus ket emglev warni.

Mesk a zo marteze etre Rubicone ha Pisciatello.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar Rubicone a gaver ivez en hini an div gumun: