Takashi Murakami
Takashi Murakami (村上 隆), bet ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1963 e Tokyo, a zo un arzour japanat. E 2008 e oa bet lakaet e listennad 100 den levezonusañ er bed gant ar gelaouenn amerikan Time[1]. An arzour (arzoù ar gweled) nemetañ el listennad e oa.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Takashi Murakami a felle dezhañ dont da vezañ aozer tresadennoù-bev. E 1986 ec'h enskrivas en ur skol tresañ japanat hengounel (nihon-ga), etre hengoun ar prantad Edo (1650-1868) ha daveoù ar C'hornôg. E skol-veur sonerezh hag arzoù-kaer Tokyo e studias etre 1986 ha 1993. E ziskouezadeg kentañ a voe aozet e 1989. Abaoe ec'h embann e ra arz japanat «emren», hag a zo distag diouzh levezon arz ar C'hornôg. Gwelet e vez evel un arzour arouezius eus Japan, hag unan eus re vrudetañ ar vro eo hiziv an deiz.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gantañ e vez savet delwennoù bras-divent, livadurioù, paper-moger, e-touez traoù all. Levezonet eo e arz gant ar skeudennoù manga hag otaku : kemmañ a ra o ster, ha prederiañ a ra war tu kitsch ha kawaii ar bannoù-treset japanat. En e oberenn e kaver roudoù issevenadur Tokyo.
Aketus-tre e vez Murakamai ouzh an doare ma vez aozet an diskouezadegoù : fellout a ra dezhañ ma kavo d'an arvesterien emaint gronnet gant «ur bern kameraioù, memes m'en en gavont e-tal ur skeudenn nemetken». Un dudenn dezhi ur penn, Dobe hec'h anv, deuet da vezañ «un emboltred» evitañ, a implij stank (Dobe in the Strange Forest,1999) ; tudennoù evel Kaikai ha Kiki hag ivez arouez an tog-touseg (Super Nova) a implj ker stank all. Tresañ a ra ivez kalz bleuñvioù ha lagadoù (Jellyfish Eyes). Tudennoù gwiad gwer livet (Hiropon, 1997), ha c'hwezigelloù-heliom bras-divent dezho livioù splann (Mr.Dob, 1997). E dibenn ar bloavezhioù 1980 e krouas Hiropon Factory, anvet Kaikai Kiki Corporation hiziv an deiz. Gant ar gevredigezh-se e vez krouet t-shirtoù, arouezioù da vezañ moullet war zilhad, hag a bep seurt traoù da werzhañ.
Gwelet e vez Murakami evel unan eus arzourien al luskad pop-nevez japanat, anvet Superflat. Anzav a ra ez eo levezonet gant arz Andy Warhol hag ar pop art amerikan, daoust ma fell dezhañ ma vo disheñvel arz Japan diouzh ar skouer gornôgat.
Takashi Murakami a genurzh ivez diskouezadegoù bodet arzourien yaouank Japan enno, ha ken pouezus hag e labour dezhañ eo al labour-se hervezañ, peogwir e fell dezhañ lakaat war wel perzhioù japanat an oberennoù, hag e fell dezhañ diskouez perzhioù n'int ket anavezet, pe dreuzkomprenet, gant tud ar C'hornôg. E-touez an arzourien paeroniet gantañ emañ an arzourez Chiho Aoshima, ha damheñvel eo hec'h oberennoù ouzh re Murakami.
Murakami en deus kenlabouret ivez gant tud Louis Vuitton. Savet en deus skeudennoù enno ur meskaj eus e arz hag eus arouezioù ar merk-se evit giziaoueg Vuitton 2004.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mr. Dob, 1992
- My Lonesome cowboy, 1998
- Super nova, 1999
- Kawaii!, 2002
- Golo ha skeudennoù ar bladenn Graduation gant Kanye West, 2007
Diskouezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskouezadegoù hiniennel pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2009
- • Murakami, Guggenheim, Bilbao
- 2007-2008 :
Murakami, MOCA, Los Angeles
- 2002-2003 :
- • Kaikai kiki, Serpentine Gallery, Londrez
- 2001 :
- • Summon monsters? open the door? heat? or die?, Museum of Contemporary Art, Tokyo
- • Takashi Murakami : made in Japan, Museum of Fine Arts, Boston
Mushroom, Marianne Boesky Gallery, New York
- • Kaikai, kiki 2, Galerie Emmanuel Perrotin, Pariz
- 2000 :
- • Second Mission Project KO2, P.S.1 Contemporary Art Center, Long Island City
- • Kaikai, Kiki : Superflat, gant Issey Miyake evit ar c'hiziaoueg "Men", nevezamzer-hañv, Tokyo
- 1999 :
- • The Meaning of the Nonsense of the Meaning, Center for Curatorial Studies Museum, Bard College, New York
Diskoueadegoù gant arzourien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2002-2001 :
- • The 4th Santa Fe Triennal, SITE Santa Fe, Mec'hiko Nevez
- 2001 :
- • Un art populaire, Diazezadur Cartier evit an arz a-vremañ, Pariz
- • My reality : Contemporary Art and the Culture of Japanesse Animation, Des Moines Art Center, Iowa
- • Form Follows Fiction, Castello di Rivoli, Torino
- 2000 :
- • Au-delà du spectacle, Kreizenn Pompidou, Pariz
- 1999 :
- • New Modernism for a New Millenium : Works by Contemporary Asian Artists from the Logan Collection, San Francisco Museum of Modern Art, San Francisco
Levrioù ha katalogoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gendai Bijutsu Og Japanske Kunstinstitution, Et Andet Japan, Tone O. Nielsen, 1996
- Platform 99 :70 Young Visual Artists from Asia and Latin America, Canvas Foundation, 1999
- Fresh cream, Amada Cruz, 2000
- Japanese Art - from Modern to Contemporary, 2000
- Superflat, Tokyo, 2000
- My Reality: Contemporary Art and the Culture of Japanese Animation, Jeff Fleming, Brooklyn Museum of Art, 2001
- Takashi Murakami, Kelmachter, Diazezadur Cartier evit an arz a-vremañ, 2002
- Keba Keba, Takashi Murakami/KaikaiKiki Corporation, 2003
- Little Boy : The Arts of Japan's Exploding Subculture, Animewild, 2005 ISBN 978-4939148194
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn Kaikai Kiki
- Neu Black Pennad diwar-benn diskouezadeg 2008 © MURAKAMI e MOCA Los Angeles
- Tongari-kun (Mr Pointy), 2004
- Pennad war Wired (2003)
- Atersadenn Murakami war CNN
- e gwerzh war Artnet
- Atersadenn war lec'hienn SWINDLE
- Takashi Murakami, oberennoù Murakami war lec'hienn Museum of Fine Arts, Boston.
- My lonesome cowboy dielfennet