Tornado Alley
Tornado Alley ("Trepas ar C'horventoù") a reer e SUA eus an takad ma vez korventoù an aliesañ[1].
E 1952 e voe arveret an anv evit ar wech kentañ, evel talbenn ur studiadenn gant an hinourion eus an US Air Force Ernest J. Fawbush (1915–1982) ha Robert C. Miller (1920–1998) a-zivout kemenn ar gwall varradoù-arnev e lod rannoù eus Texas hag Oklahoma, petra bennak ma'z eo dispis harzoù ofisiel Tornado Alley. An hinadourien a verk barroù e gwerederezh ar c'horventoù e lod takadoù[2], hag a-c'houde gwerso e oar an "Hemolc'herien korventoù" e c'hoarvezont alies er Great Plains[3]
Minnesota, Wisconsin, Illinois, Indiana, Missouri hag Ohio a vez kontet e Tornado Alley a-wechoù.[4] Enklaskoù a ziskouez emañ ar c'horventoù o paotaat er rann hanternosañ eus Tornado Alley, betek kompezennoù Kanada ; kement-se a c'hall bout un heuliad da gemmadur an hin war an Douar[5].
Orin an anadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Tornado Alley e kej aer domm ha gleb o tont eus ar C'heheder ouzh aer fresk ha sec'h o tont eus Kanada hag ar Menezioù Roc'hellek. Un endro peurvat eo kement-se evit stummañ korventoù diwar barradoù arnev[6].
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Biskoazh n'eo bet termenet-rik bevennoù Tornado Alley gant Servij Broadel an Amzer er Stadoù-Unanet (National Weather Service / NWS). Meur a graf zo bet arveret, alese diforc'hioù el lec'hiadur.[7]
Hervez ar Storm Prediction Center[8], "Tornado Alley" zo un anv a vez arveret gant ar media d'ober dave da dakadoù ma vez paot ar c'horventoù. Goude studiet ar predad 1921–1995 er bloaz 2000, an American Meteorological Society a ziskouezas e c'hoarvez hogos 25% eus ar c'horventoù kreñvañ en takad-se[9].
N'eus stad ebet a gement a vije digorvent, hogen paotoc'h e vez an anadenn e kreiz SUA, etre ar Menezioù Roc'hellek hag an Appalachoù.[8] E Texas e c'hoarvez an aliesañ korventoù a bep ment, hogen bras eo ar Stad ha lec'hiet e penn su Tornado Alley. Petra bennak ma vez kalz korventoù e Florida ne vezont nemet ral a wech ken kreñv hag ar re a c'hoarvez e kompezennoù ar Su. Liammet-start eo stankter ar c'horventoù gant red an amzervezh tomm, pa vez tolzadoù aer domm o stekiñ ouzh re aer yen.
Ur c'hraf all eo termeniñ an takadoù ma c'hoarvez an aliesañ ar c'horventoù kreñvañ[10].
Lavaret ez eus bet ivez ez eus meur a Dornado Alley.[4] Ouzhpenn an takad Texas/Oklahoma/Kansas e vefe an Upper Midwest (Iowa, Michigan, North Dakota ha South Dakota ouzhpenn Minnesota ha Wisconsin), traoñiennoù izelañ ar stêrioù Ohio hag ar Mississippi, traoñienn al Little Tennessee River.[4]
Skogoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust d'ar c'horventoù c'hoarvezout aliesoc'h-aliesañ e Tornado Alley, ne vez ket strishoc'h al lezennoù eno eget er Stadoù all a-fed tisavouriezh (toennoù kreñvaet, liammoù startoc'h etre ar mogerioù hag an diazezoù, da skouer) ; gwanoc'h int zoken eget en takadoù ma c'hoarvez korventennoù, evel e Florida ar Su. E Moore, Oklahoma, ur gêr ma vez kalz korventoù, e voe strishaet al lezennoù e 2014[11].
Korventoù kreñv-tre ha padus a vez e Stadoù ar gevred, ma vez skañvoc'h an tiez ha ma'z eus kalz tud o vevañ e mobile homes, alese muioc'h a c'houzañvidi.
Stankter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amañ e kavor stankter ar c'horventoù e 17 Stad etre 1991 ha 2010, evel embannet gant an National Climatic Data Center[12].
|
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Todd S. Glickman : Glossary of Meteorology, American Meteorological Society, 2000 (ISBN 978-1-878220-34-9)
- ↑ (en) '22nd Conference on Severe Local Storms, 224'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ "Kompezennoù Meur" ; gwelit (en) 'University of Nebraska–Lincoln'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 'Smithsonian Institution'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ (en) 'The new tornado alley'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ (en) 'World Atlas'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ (en) 'Tornado FAQ'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ 8,0 ha8,1 (en) 'National Severe Storm Laboratory'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ (en) 'Climatology Risk of Strong and Violent Tornadoes In the United States'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ {(en) 'Taking Shelter from the Storm'. Kavet : 16/08/2020.
- ↑ (en) 'The New York Times, 14/05/2015. Kavet : 16/08/2020]].
- ↑ (en) Niver keitat a gorventoù, 1991–2010. Kavet : 16/08/2020.