Mont d’an endalc’had

Tour-tan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tour-tan Beg Lokmazhe (Bro-Leon)

Un tour-tan zo un ezel eus ar reizhiad arouezadurioù morel. Un tour eo, ur benveg goulaouiñ ouzh e grec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout e pelec'h ez eus un dañjer (kerreg, bazinier) ha pelec'h ez eus ur porz.

Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri a-vremañ, pa implijont reizhiadoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken.

An tourioù-tan kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tour-tan Treoger a-vaez da Vro-Dreger

En Henamzer e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh henc'hresian ha goude d'an hini henroman pa oant war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.

An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Φάρος Faros[1]) e-tal porzh Aleksandria en Egipt. Tremen 100 metr e oa e uhelder, ha kontet e vez e-touez Seizh Marzh an Henved. Adkavet ez eus bet e dibenn an XXvet kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù zo.

En hengoun ar warded ez eus tri seurt tourioù-tan :

Tourioù-tan Breizh, eus Menez-Mikael da bae Bourc'hnevez-Raez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gerioù goleudy e kembraeg ha golowji e kerneveureg ("gouloù-ti") zo bet savet diwar skouer ar saozneg lighthouse ; er yezhoù gouezelek ez eo "ti-gouloù", gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee hathie sollyshe e manaveg, tigh soluis ha taigh-solais e gouezeleg Skos.

Skoed Augustin David
Eskob Sant-Brieg ha Landreger
(1862-1881)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Daniel Collet, Phares du Ponant, Skol Vreizh niv. 26, 1992

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger tour-tan er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Alese ar ger gallek phare, "an tour-tan".
  2. Ddaou a oa, unan a bep tu da c'henoù ar stêr ; ne chom nemet unan.
  3. Gevellet eo gant re Dover. Kouezhet eo en e boull e-kerzh an XVIIvet kantved.