Mont d’an endalc’had

Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia

Arabat eo droukveskañ gant Continental Marines pe Royal Marines.
United States Marine Corps

Banniel an USMC

Skoed-ardamez USMC
Banniel ha skoed-ardamez an USMC
Krouidigezh 10 a viz Du 1775
Padelezh 10 a viz Du 1775 - Ebrel 1783

11 a viz Gouhere 1798 – Bremañ[1]

Sujidigezh Departamant Difenn ar Stadoù-Unanet

Departamant an Navy

Doare Troadegiezh

Nijerien
Dilestradeg

Ger-stur Semper Fidelis (Leal da viken) berraet alies e Semper Fi
Lec'h pennañ Pentagon, Stadoù-Unanet Amerika

Marine Corps Base Quantico, Virginia, Stadoù-Unanet Amerika

Bro Stadoù-Unanet Amerika
Deiz-ha-bloaz 10 a viz Du
Anvioù all "Continental Marines"

"America's third air force"
"Second land army"
"Leathernecks"
"The Few, The Proud, The Marines"
"Jarheads"
"Devil Dogs"
"Teufel Hunden"

Izili 220 200 (e 2016):
  • 182 000 oberiad
  • 38 500 adarmead
  • 1 199 karr-nij
Lec'hienn internet http://www.marines.mil

United States Marine Corps (brezhoneg : Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet), berraet en US Marine Corps pe USMC, a zo unan eus pemp rann Armeoù ar Stadoù-Unanet (US Armed Forces).

Bet eo ur rann eus troadegiezh ar Morlu Amerikan, hini ar fuzuilherien-vor, met gant an amzer e voe muioc'h-mui a nijerien, kanolerien, bleinerien kirri hobregonet enni.

Kefridi pennañ ar Marines a zo tagañ adal ar mor gant harp dezougen bliv ar Morlu Amerikan.

Div vatailhon Marines kevandirel (saozneg: Continental Marines) a oa bet krouet d'an 10 a viz Du 1775 e kêr Philadelphia dindan stumm ur strollad-stourm doare troadegiezh o stourm evit dieubidigezh Amerika ken war vor ha war an douar[2]. Abaoe ez eo kemmet rol ar Marines betek mont etrezek ar stourm en oabl, an dilestradegoù-prim hag all. Dre-se ez eo bet roet dezho al lesanvioù pobl: America's third air force pe c'hoazh Second land army.
Korf ar Marines a zo bet lakaet kalz war-raok dre e oberezhioù-brezel dilestrañ hag e strategiezhoù e-pad an Eil Brezel-bed war tachenn ar Meurvor Habask ; dont a reas da vezañ a-benn neuze un diaz d'al lu Amerikan[3].

E-kreiz an XXvet kantved ez eo deuet an U.S. Marine Corps da vezañ ar strollad-stourm gwellañ a-fed dilestradegoù. Gellout a reont kas da benn un oberiadur-tagañ en un doare fonnus evit harpañ selloù etrebroadel ar Stad amerikan.

Er bloavezh 2020 ez eus 220 200 Marines rannet e :

  • 180 958 oberiad[4]
  • 32,400 adarmead[4]
  • ha 13304 karr-nij (2015)[5]

177 200 soudarded Marines a zo dispaket dre ar bed hiziv-an-deiz[6] gant un adarmead a 32 400 soudard.

Daou levrig a zo bet embannet er bloavezhioù 1930 o reiñ diazez doktin an USMC war div zachenn. An hini gentañ The Small Wars Manual en doa roet framm an oberiadurioù enep-emsavadeg eus Brezel Vietnam betek Iraq hag Afghanistan. The Tentative Landing Operations Manual en doa degaset framm evit an oberiadurioù dilestradegoù e-kerzh an Eil Brezel-bed. "Operational Maneuver from the Sea" eo anv an doktrin nevez a-fed nerzhioù kas abaoe 2006.

Oberiadurioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelioù engouestlet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ dilestradeg an USMC e New Providence e-kerzh Emgann Nassau e 1776
Strollad soudarded Marines e 1864 e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Emgannoù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soudarded Marines Amerika e-kerzh emgann koad Belleau
Soudarded Marines stanket war an aod dindan tennoù lies ar japaniz o tont eus ar Menez Suribachi er foñs.

Istor ar c'horfad Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lejioner gall, al letanant Peter J. Ortiz eus korfad ar Marines.
An USMC War Memorial, un adsevel eus ar poltred mil anavezet gant ar banniel o sevel en Iwo Jima. Al lec'h-koun zo un adkemer eus poltred Joe Rosenthal, Raising the Flag on Iwo Jima.

E-pad an Eil Brezel-bed, ar c'horfad Marines a voe diaz lu ar Stadoù-Unanet war talbenn ar Meurvor Habask. Emgannoù Guadalcanal, Bougainville, Tarawa, Guam, Tinian, Cape Gloucester, Saipan, Peleliu, Iwo Jima, Okinawa a lakaas e-krog daonet, ar Marines gant nerzhioù Lu Impalaeriezh Japan.

Emgann Iwo Jima a chom evel emgann pennañ ar c'horfad Marines e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kroget d'an 19 a viz C'hwevrer 1945, padout a reas betek ar 26 a viz Meurzh 1945. Trec'h e voe ar Marines war lu impalaeriezh Japan met spouronus e voe ar c'holloù : 26 000 Amerikan (6 821 lazhet ha 19 217 gloazet ), 20 530 japanat ( etre 17 845 ha 18 375 lazhet pe steuziet).

E fin ar brezel, ar c'horfad a oa tremenet eus div vrigadenn da c'hwec'h divizion, pemp bagad nijerezioù, ouzhpenn d'an nerzhioù skoazell. En holl e oa 485 000 Marines. Ouzhpenn-se, arabat eo ankounac'hat 20 batalion difenn hag ur batalion harzlammerien a oa bet gourdonet. Tro 87 000 Marines zo bet kollet e-pad an Eil Brezel-bed (tro-dro da 20 000 lazhet) ; 82 anezho zo bet enoret gant ar Medal of Honor ("Medalenn an Enor").

Dres echuet ar brezel e savas kudennoù melestradurel tro-dro d'ar c'horfad Marines evit reiñ lamm dezhañ pe d'an nebeutañ digreskiñ e nerzh a-galz. Ur gudenn a arc'hant re verr a oa a-dreñv, hag a warizi a-berzh nerzhioù all lu ar Stadoù-Unanet. Lod jeneraled en Army a vountas kreñv evit rannañ ar c'horfad hag e gefridioù etre an Navy hag an Army. Goude ur sach-blev hir ha spontus e voe gwarezet da viken korfad ar Marines dre an National Security Act of 1947.

Ne oa ket tu ken da zisrannañ pe da reiñ lamm d'ar c'horfad Marines hervez lezenn, zoken war urzhioù eeun prezidant ar Stadoù-Unanet. An unvez nemeti eus Lu ar Stadoù-Unanet Amerika eo ar c'horfad Marines o vezañ gwarezet dre lezenn evel-se.

Kefridioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nerzh kas eo an USMC. E gefridioù pennañ a zo bet fiziet gant an National Security Act bloavezh 1947, war teir zachenn.

  1. Krabanata pe difenn ar bazennoù-mor hag an tachennoù er vroioù pell ha reiñ harp d'ar Morlu Amerikan e-pad e oberiadurioù-brezel pe gourdoniñ.
  2. Reiñ lañs d'ar strategiezhioù, teknikoù ha d'an dafar da vezañ implijet evit an dilestradegoù liammet gant an troadegiezh Us Army hag an nij-lu Air Force.
  3. Bezañ gwarded ar prezidant ha bezañ prest da reiñ lañs d'e urzhioù.
Siell penn lu SUA etre 1947-1949

Tuta ha stummadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An nevezianted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur serjant gourdoniñ pe Drill instructor o huchal war un neveziant. Pal ar gourdonadeg diazez eo lakaat ur bec'h spered muioc'h evit ur bec'h korf d'an emouestlidi.

An nevezianted a rank bezañ etre 17 ha 29 bloaz. Mare an engouestl diazez a vez etre 4 ha 5 bloaz. An nevezianted o vevañ e reter ar Mississippi a vez degemeret Parris Island (Carolina ar Su) evit tremen o c'hlasadoù. Ar re o vevañ e kornôg ar stêr-veur a vez degemeret e San Diego (Kalifornia).

Ar gourdoniñ diazez a vez heuliet gant ur staj berr a-benn barrekaat war ar gadoniezh dre unvezhioù bihan ha war an armoù e Kamp Lejeune (Carolina an Norzh) pe e Kamp Pendleton (Kalifornia). Korf an adarmeidi, a zo bet krouet e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, a zo ul lodenn kenstaget gant peurrest ar c'horfad Marines. Etre 40 000 hag 50 000 eo an niver a adarmeidi. Kavet e vez ar 4re divizion troadegiezh hag ar 4re divizion-nij. An adarmeidi o devez daou zevezh gourdoniñ bep miz ha div sizhunvezh gourdoniñ e-kerzh an hañv. Mar bez ezhomm, an USMC a c'hell kreñvaat e nerzh eus ur c'hard ouzhpenn dindan un nebeud sizhunvezhioù gant ar c'horfad da c'hortoz.

N'eus ket eus un akademiezh milourel disheñvel evit ar soudarded Marines evel ma vez kavet evit skourioù all nerzhioù lu ar Stadoù-Unanet. Darn eus an emouestlidi dedennet gant hent ar rank a ofiser er c'horfad Marines a ya da Akademiezh mor Annapolis (Maryland), zoken pa c'heller mont ivez da Akademiezh West Point (New York) pe c'hoazh d'an United States Air Force Academy e Colorado Springs (Colorado). An holl ofiserien a vez rediet da dremen dre hent Quantico.

An holl re Varines a zo fuzuilherien-vor da zigentañ, adal ar pennofiser betek ar c'heginer ; heñvel eo al lezenn evit an nijerien. Ret eo dezho-holl gouzout embregiñ ur fuzuilh, arm diazez ar c'horfad USMC. War ar memes-tro ez eo ret dezho bezañ en ur stad yec'hed mat, un diazez d'ar servij. Amprouennoù a vez graet bep bloaz gant holl izili ar c'horfad, eus ar pennoù betek ar soudarded diazez, kadourien pe get. Ar re a c'hwit a vez skarzhet eus ar c'horfad (e gwirionez e vez sikouret dre ur gourdoniñ bihan-niver evit adtremen an arnodennoù, ral eo bezañ skarzhet dre an doare-se).

Ur serjant gourdoniñ pe drill instructor gant soudarded nevez erruet en USMC

Bep bloaz, tro 2 000 ofiser evit ar Marines a vez galvet pe kemennet. 38 000 neveziant a zo enrollet ha gourdonet[7]. An holl anezho enrollet pe ofiserien kemennet a zo enrollet gant ar Marine Corps Recruiting Command.

Gourdonadeg ar Marines eo an hini hirañ el lu stadunanat, pa bad 12 sizhunvezh, padal hini an droadegiezh a bad 10 sizhun hag hini ar Morlu Amerikan a bad 9 sizhunvezh. An holl re nevez-enrollet a grog gant ur c'hourdonadeg-arnod da welet daoust hag e vez enno danvez ur soudard pe get. Pa vez c'hwitet e vez roet ur c'hourdonadeg arbenikaet dindan selloù spis a-benn tizhout an nebeutañ ret da vezañ degemeret.

Ar merc'hed ne vezont ket kemmesket gant ar baotred el lec'hioù gourdonadiñ, kaset e vezont da virlec'h enrollañ Parris island (Marine Corps Recruit Depot).

Gourdoniñ airsoft

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur soudard eus an USMC o kuitaat an dachenn c'hourdoniñ evit mont etrezek ul lec'h goudor e-kerzh ur c'hourdonadeg tagadenn gêrel e Marine Corps Base Camp Lejeune e 2011

Evit ar gourdoniñ doare CQB (saozneg: Close Quarter Battle), gourdonadeg doare kêrel e savadurioù nemetken, e vez implijet gant an USMC an doare airsoft oc'h implij adskeudennoù armoù o tennañ boledoù plastik nemetken[8].

Ar pal eo bezañ an tostañ eus gwirvoud an dachenn-emgann, dreist-holl hini dañjerus ar stourm er c'hêrioù ma vez ret bezañ mailh evit chom hep bezañ gloazet pe lazhet. Emgannoù doare re Fallujah (4 a viz Ebrel- 1añ a viz Ebrel 2004; 7 a viz Du - 23 a viz Kerzu 2004) a redias an USMC da gemmañ ar gourdoniñ ha da reiñ muioc'h a bouez war hini ar stourm er c'hêrioù gwelet evel an hini gwadusañ hag a vo muioc'h-muiañ anezhañ er bloavezhioù o tont.

Kenstrivadegoù Airsoft a vez aozet gant an USMC a-benn talañ ouzh ar "spered mezvier"[9] [10]

Lod soudarded ur wech kuitaet an USMC a vez karget gant gourdoniñ nerzhioù difenn ar Stadoù-Unanet e-pad stajoù oc'h implij o skiant-prenet war an Airsot[11]

Gourenerezh doare MCMAP : trapañ ar gouzoug

Er bloavezh 2001 e krogas ar Marine Corps gant sevel ur program gourenerezh arbennik evit talañ ouzh ar brezelioù nevez. Marine Corps Martial Arts Program (MCMAP) eo anv an hentenn-se. Ar brezelioù nevez a vez muioc'h-mui reoù e kêr gant kefridioù polis o welet ar soudarded Marines tostik-tost da du non-soudarded dizarmet. An MCMAP a zo gwelet evel ur respont d'ar fed-se o tegas un hent hep implij armoù marvus a-enep tud mennet gant ar stourm dorn-ha-dorn.
Ouzhpenn da se, ar c'hourdonadeg-se a chellfe derc'hel bev prederouriezh ar soudarded Marines ha spered brezeliñ ar c'horfad-stourm.

Ar Marine Corps Martial Arts Program a zo ur c'hemmesk lies doareoù stourm gant an dorn ha gourenerezhioù hengounel kendeuzet. Kemeret eo bet :

Ar soudarded Marines a grog gant hent ar gourdonerezh MCMAP er c'hamp gourdoniñ kentañ ma z'int degemeret, hag eno e vezo gounezet ganto ar c'hentañ gouriz diwar 5 anezho en holl.

Soudardezed an USMC

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'horfad gwregel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1942 e voe krouet korfad an adarmeadezed. An izili a vez anvet pe er Stadoù-Unanet kevandirel pe e Hawaii a-benn sikour da stummañ ar soudarded d'an emgann.

E 1948 e voe kenstaget da vat ar maouezed gant ar Marines, pa voe krouet « Lezenn kenstagañ ar c'hoskor gwregel e-kreiz an nerzhioù armet » (Women’s Armed Service Integration Act) gant Kongres ar Stadoù-Unanet.

Hiziv-an-deiz, an neveziantezed a zo gourdonet e Parris Island, ar re vennet gant dont da vezañ ofiserezed a ya da heuliañ kentelioù e Quantico (Virginia).

Merc'hed ouzh ar stourm ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe pell e vez tabut a-zivout lec'h ar soudardezed Marines : d'an talbenn pe get ? Pennoù an USMC a sav a-enep ma vefe kaset merc'hed en unvezhioù dañjerusañ, en ur lakaat da dalvezout an arnodennoù korfel c'hwitet gant an danvez-soudardezed er c'horfad.

Tabut a-zivout an arnodennoù korfel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rediet eo bet an USMC da gemmañ an arnodennoù korfel a-benn degemer un niver uhel a nezveziantezed[12]. Er prouadoù e oa goulennet d'an neveziadezed ober 3 sachadenn met muioc'h evit an hanter ne zeuas ket a-benn (20 sachadenn da nebeutañ evit ar baotred). Hervez gourdonerien an USMC ez eus ur gudenn a c'hourdoniñ, ha ket unan liammet gant korf ar merc'hed. Ret e vefe neuze, hervezo, hiraat ha diaesaat ar gourdoniñ e-lec'h e verraat hag e aesaat.

Dafar-soudard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soudarded an USMC e-pad ur gourdoniñ e Filipina e 2006. Dougen a reont al Lightweight Helmet

Er bloavezh 2013, diazez dafar-soudard ur Marines en droadegiezh a dalvez US$ 14 000 (ne vez ket kontet priz al lunedoù-noz), da geñveriañ gant priz an dafar dre soudard dek vloaz a-raok hag a oa US$ 2 500.

An niver a dammoù dafar (pep tra eus ar radioioù betek ar c'hamionoù) en ur vatailhon droadegiezh a zo aet war gresk kalz ivez : tremenet ez eo eus 3 400 tamm dafar er bloavezh 2001 da 8 500 e 2013.

Dafar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Marine Corps a oa pourvezet e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 gant a-vras 500 nijerez (AV-8B Harrier II ha II+, F-18, EA-6B Prowler ha KC-130 Hercules), 400 karr hobregonet doare M1-A1 Abrams, 600 kanol ha 1 300 karbed dour-ha-douar AAV-7 ; da ouzhpennañ eo ar c'harbedoù dezougen soudarded LAV-25, gant meur a zoare anezho e servij.

Dafar an USMC n'eo ket kement unan troet war an nevezinti abaoe e grouidigezh, met muioc'h troet war-du ar fiziañs : fuzuilh M-16A4, fuzuilh M4 pe doare M4A1, arm dorn M9, pe fuzuilh-vindrailher M249 SAW evit an droadegiezh. An M27 IAR a vez kavet muioc'h-mui evel fuzuilh-arsailh.

Biñsaskelloù AH-1W Super Cobra, biñsaskelloù UH-60 Black Hawk, biñsaskelloù UH-1N (adkemeret diwar ar Bell UH-1 Iroquois "Huey", brudet-mat abaoe brezel Vietnam). Kemmoù bras a zo bet pa erruas an MV-22 Osprey eskemmus gant rotorioù gwintus, erruet er servij oberiant e miz Even 2007 ; er bloavezh 2014 o deus echuet da gemer plas ar Boeing CH-46 Sea Knight.

Ar c'hirri-nij brezel a zo reoù F-18A/B/C/D hag ar re AV-8B Harrier II ha II+ a zibrad a-blom. Ar re-se a vez niverus ar gwallzarvoudoù ganto, gant 148 karbed kollet diwar 397 resevet e 2005 ; 52 levier kirri-nij zo aet da Anaon en ur ober 32 vloavezh servij.

Evit an dilestradegoù, ar re Varines a zo dafaret gant 80 LCAC eus an US Navy.

Unwiskoù ar Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adal an tu-kleiz: unwisk brezel, unwisk lid, unwisk servij, unwisk lid-noz

Ar Marine Corps eo ar strollad brezeliñ stadunanat en deus an unwiskoù digemmusañ hag aesañ da anavezout. Al liv glas a zo deuet adal ar penn-kentañ, en XIXvet kantved. Digemm eo chomet an unwisk servij abaoe penn-kentañ an XXvet kantved.

Unwiskoù ar re Marines zo disheñvel diouzh ar re all dre ma z'int eeun : ar re Varines n'o deus ket ardamezioù, na bannieloù war hini ebet eus o unwiskoù ; n'emañ ket o anvioù war an unwiskoù servij pe furmel.

Ar re Varines o deus tri unwisk diazez : unwisk lid, unwisk servij hag unwisk brezel. An unwisk lid eo an hini labouretañ, implijet e vez evit al lidoù meur pe evit an degouezhioù foran.

Renkoù soudard ar Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ofiserien uhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
U.S. DoD Pay Grade O-1 O-2 O-3 O-4 O-5 O-6 O-7 O-8 O-9 O-10
Ardamez
Gold vertical bar
Gold vertical bar
Silver vertical bar
Silver vertical bar
Two silver vertical bars
Two silver vertical bars
Gold oak leaf
Gold oak leaf
Silver oak leaf
Silver oak leaf
Silver eagle with shield clutching arrows
Silver eagle with shield clutching arrows
Single silver star
Single silver star
Two silver stars
Two silver stars
Three silver stars
Three silver stars
Four silver stars
Four silver stars
Titl Eil letanant Kentañ Letanant Kabiten Major Letanant koronal Koronal Brigader jeneral Major jeneral Letanant jeneral Jeneral
Berradur 2ndLt 1stLt Capt Maj LtCol Col BGen MajGen LtGen Gen
Kod Otan (NATO Code) OF-1 OF-2 OF-3 OF-4 OF-5 OF-6 OF-7 OF-8 OF-9

Ofiserien kreizh arbenikaet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
U.S. DoD Pay Grade W-1 W-2 W-3 W-4 W-5
Ardamez Gold bar with two red squares Gold bar with three red squares Silver bar with two red squares Silver bar with three red squares Silver bar with a red line down the long axis
Titl Ofiser kemennet 1 Penn Ofiser kemennet 2 Penn Ofiser kemennet 3 Penn Ofiser kemennet 4 Penn Ofiser kemennet 5
Berradur WO1 CWO2 CWO3 CWO4 CWO5
Kod Otan (NATO Code) WO-1 WO-2 WO-3 WO-4 WO-5

Marines emouestlet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
U.S. DoD Pay grade E-1 E-2 E-3 E-4 E-5 E-6 E-7 E-8 E-9
Ardamez Ardamez ebet Single chevron Single chevron with crossed rifles Two chevrons with crossed rifles Three chevrons with crossed rifles Three chevrons up and one rocker with crossed rifles Three chevrons up and two rockers with crossed rifles Three chevrons up and three rockers with crossed rifles Three chevrons up and three rockers with diamond Three chevrons up and four rockers with exploding grenade Three chevrons up and four rockers with star Three chevrons up and four rockers with Eagle, Globe, and Anchor insignia flanked by two stars
Titl Soudard Soudard
kentañ klas
Kaporal
izel
Kaporal Serjant Serjant
kreizh
Gunnery
Serjant
Penn
Serjant
Kentañ
Serjant
Penn ar Gunnery
Serjant
Serjant
Major
Serjant Major
ar Marine Corps
Berradur Pvt PFC LCpl Cpl Sgt SSgt GySgt MSgt 1stSgt MGySgt SgtMaj SgtMajMarCor
Kod Otan (NATO Code) OR-1 OR-2 OR-3 OR-4 OR-5 OR-6 OR-7 OR-8 OR-9


Presidential Unit Citation

Joint Meritorious Unit Award

Navy Unit Commendation

Valorous Unit Award


Meritorious Unit Commendation

French Croix de guerre 1914–1918

Philippine Presidential Unit Citation

Korean Presidential Unit Citation

Vietnam Gallantry Cross

Vietnam Civil Actions Medal

Tagadennoù reizhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gourdonadeg evit ar soudarded kinniget da vezañ alvokaded gouzañvidi an tagadennoù reizhel

Kudennoù a zo savet da-geñver tagadennoù a-enep merc'hed a oa izili eus an USMC, betek tagadennoù reizhel. Hervez lec'hienn ofisiel an USMC, betek 8% eus hollad ar merc'hed a oa er strollad-stourm a zo bet taget dre o reizh pe en un doare reizhel, ar pezh a laka korfad an USMC da gaout an niver uhelañ a dagadennoù reizhel e lu ar Stadoù-Unanet[13].

Evit klask talañ ouzh ar gudenn drastus-se ez eus bet ouzhpennet d'ar gourdonerezh abadennoù ha pezhioù-c'hoari. Un niverenn bellgomz a zo bet staliet ivez a-benn reiñ an tu d'ar c'houzañvadezed da glask sikour.

Uhel e chomas an niver a glemmoù er bloavezh 2013, pa' z eus bet ul lamm a 93% anezho o tremen eus 453 da 876. Er bloavezh 2014 ez eo digresket a-nebeut, betek 855 klemm.

Er c'hlemmoù-se ne vez ket kontet an tagadennoù feuls en tiez etre koubladoù.

Ar gudenn-se a zo gwelet evel sirius-tre gant pennoù ar Marines dre ar brud fall a vez degaset[14], klasket e vez a-bep seurt diskoulmoù evit he renkañ, evel dibunadegoù, lidoù hag all[15].

Ur gevrenn d'an USMC a zo bet krouet, anvet ar Sexual Assault Prevention & Response (Diarbenn ha diskoulm d'an tagadennoù reizhel) en IIvet Marine nerzh kas, lec'hiet er Marine Corps Base Camp Lejeune.

Ur c'houzañvadez a c'hell gervel un niverenn arbennik deiz-ha-noz evit kavout sikour eno.

Torfedoù-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Torfedoù-brezel a vez rebechet d'an USMC, gwalladennoù, muntroù prizonidi ha mac'hagnerezh korfoù-marv ; an holl fedoù-se a zo difennet groñs gant kenemglevioù Geneva.

  • Mac'hagnerezh korfoù marv e-pad Emgann Tarawa (1943). Ar japaniz a oa spouronet gant ar fed ma vefe mac'hagnet o korfoù. Implijet e voe ar fedoù gwir-se evit reiñ nerzh kalon d'ar bobl japanat dre ar propaganda.
Torfed brezel an USMC e Tarawa, mac'hagnerezh korfoù marv.
  • Gwalladennoù e-kerzh ha goude emgann Okinawa (1945, tro 10 000 maouez a orin okinawan).

Goude bloavezhioù enklask, an istorour japanat Oshiro Masayasu (pennrener Dielloù istorel prefeti Okinawa) a c'hell embann gant prouennoù :

Ur poltred ral: ar "Skull stewing" ("poazhañ ar glopenn")
Soudarded Marines o poazhañ penn ur soudard japanat a-benn gwerzhañ ar glopenn (35$ e veze gwerzhet d'ar vartoloded)

Soon after the U.S. Marines landed, all the women of a village on Motobu Peninsula fell into the hands of American soldiers. At the time, there were only women, children, and old people in the village, as all the young men had been mobilized for the war. Soon after landing, the Marines "mopped up" the entire village, but found no signs of Japanese forces. Taking advantage of the situation, they started "hunting for women" in broad daylight, and women who were hiding in the village or nearby air raid shelters were dragged out one after another. "Nebeut goude ma tilestras an U.S. Marines, holl vaouezed ur gêriadenn e Ledenez Motobu a gouezhas etre daouarn soudarded amerikan. D'ar c'houlz-se, ne chome nemet merc'hed, bugale, ha tud-kozh er gêriadenn, dre ma oa bet kaset da soudard an holl baotred yaouank evit ar brezel. Nebeud goude an dilestradeg, ar Marines a "naetaas" ar gêriadenn a-bezh, met hep kavout roud ebet eus nerzhioù japanat. O tennañ splet eus an degouezh e krogjont da "verc'heta" war greiz an deiz, hag ar maouezed a oa o kuzhat er gêriadenn pe nepell e goudorioù enep ar bombezadegoù a voe sachet er-maez anezho unan-hag-unan."

Poltred tennet eus un teuliad-enklask gant an NCIS war un torfed-brezel e 2005 en Irak goude lazhadeg trevourien irakian en un taksi e Haditha
  • Lazhadeg trevourien e Haditha 19 a viz Du 2005 (Irak) e-kerzh emgann Haditha. E-pad teir eurvezh, 23 den nann-soudard a voe lazhadeget, hag int diarmet en o dilhad-noz. Ar Staff Sergeant Frank Wuterich gant e strollad-stourm (7 soudard ouzhpenn dezhañ) a zo bet barnet met eñ hepken a zo bet kondaonet (90 devezh toull-bac'h, met dre ma vreutaas kablus ne reas ket un devezh toull a-benn ar fin)[17] ha skarzhet e voe eus ar c'horfad USMC, tra ken[18].
  • Mac'hagnerezh korfoù-marv (staotañ) en Afghanistan e 2012[19].

Sevenadur ha hengounioù an USMC

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E forzh peseurt aozadur-stourm e kaver hengounioù ofisiel ha lod all nann ofisiel. En USMC ivez e talvez an hengounioù-se da ambroug muioc'h c'hoazh ar soudarded izili ha da greñvaat o c'henvreuriezh. Evel-just e talvezont ivez da lakaat izili ar bagad-soudard USMC da vezañ disheñvel diouzh ar bagadoù-soudard all.

Dre istor hir an USMC hag e blas dibar e lu ar Stadoù-Unanet e kaver e-leizh a hengounioù hag a vez lakaet da vammenn an unvaniezh a vez etre ar soudarded Marines, zoken p'o deus kuitaet ar servij soudard.

Sevenadur hag hengounioù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An erer, ar voul douar hag an eor,
gant ar banniel stadunanat,
hini an USMC ha hini
pennoù-uhel ar c'horfad.

Semper Fidelis March
Sonet gant an U.S. Marine Band e 1909
Ardamezioù

An erer, ar voul douar hag an eor a voe dibabet e 1868. EGA, evit Eagle, Globe and Anchor eo lesanv ardamezioù an USMC.

Kan-bale

Kan-bale ar Marines eo an hini koshañ e lu ar Stadoù-Unanet, pa voe skrivet e 1917, lod pozioù anezhañ o tont eus emgannoù an XIXvet kantved.
Ger-stur ar Marines, Semper Fidelis ("leal da viken" e latin), berraet alies e Semper Fi, eo ivez anv kan-bale ofisiel an USMC a zo bet aozet gant John Philip Sousa.

Soudarded an U.S. Marines ha martoloded en o sav sonn e-pad kan-bale ar Marines er Marine Corps Base Camp Lejeune

Gerioù-stur ar Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Semper Fidelis eo ger-stur pennañ an USMC, evel m'emañ displeget en disklêriadur :

 We make Marines. We win our nation's battles. We develop quality citizens. These are the promises the Marine Corps makes to our nation and to our Marines. They are the reason for our demanding recruit training process. They form our reputation as America's force in readiness and are honored through the reciprocal commitment, between the Marine and Marine Corps, expressed in our motto: SEMPER FIDELIS.
&nbsp"Sevel Marines a reomp. Gounez emgannoù hor bro a reomp. Diorren keodedourien a-zoare a reomp. Setu ar promesaoù a ra ar Marine Corps d'hor broad ha d'hor Marines. An abeg int da rankusted hor gourdoniñ enluidi nevez. Sevel a reont hor brud evel nerzh Amerika prest bepred ha sevenet int dre ar c'henemouestl etre ar Marine hag ar Marine Corps, a zo eztaolet en hor ger-stur : SEMPER FIDELIS."[20]

Gerioù-sur all zo ; stag eo an holl anezho ouzh ar ger-stur pennañ.

  • Fortitudine : "Kalonegezh an ene".
  • Our purpose is our promise : "Hor promesa eo hon fal.
  • By Sea and by Land : "Dre vor ha dre zouar", troidigezh ger-stur ar Royal Marines Per Mare, Per Terram, a voe implijet betek 1868.
  • To the Shores of Tripoli : "Betek aodoù Tripoli, implijet betek 1868 ivez.

Lezenn-stur ar soudarded Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karr-nij dezougen Hercules C-130 o tremen a-us da soudarded Marines o tibuniñ
Mellad I

I am an American, fighting in the forces which guard my country and our way of life. I am prepared to give my life in their defense.
"Un Amerikan on, stourmer en nerzhioù a ziwall ma bro hag hon doare da vevañ. Prest on da reiñ ma buhez evit o difenn."

Mellad II

I will never surrender of my own free will. If in command, I will never surrender the members of my command while they still have the means to resist.
"Biken n'en em zaskorin a-youl-vat. Mar bezan e penn, biken ne zaskorin ma isurzhidi keit ha m'o devo peadra da stourm."

Mellad III

If I am captured I will continue to resist by all means available. I will make every effort to escape and to aid others to escape. I will accept neither parole nor special favors from the enemy.
Mard on paket e kendalc'hin da stourm dre gement doare a vo tu din kavout. Strivañ a rin a-zevri a-benn tec'hel kuit ha sikour ar re all da dec'hel kuit. Ne asantin da nep komz na dreistgwir digant an enebour.

Kredo an U.S. Marine

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jeneral William H. Rupertus skrivagner an USMC Rifle Creed

The Creed of the United States Marine, anavezet ivez dindan an anvioù The Rifleman's Creed ("Kredo ar Fuzuilher") ha My Rifle ("Ma Fuzuilh") zo un tamm pouezus eus kelennadurezh an USMC. Gant ar Major General William Henry Rupertus (1889-1945) e voe skrivet e-kerzh an Eil Brezel-bed, er bloavezh 1941 pe 1942.
An holl Varines a zesk ar c'hredo-se e-kerzh o amzer gourdoniñ.
Meur a gentel zo, berr pe hiroc'h ; setu amañ an doare a vez kelennet hiziv an deiz en USMC.

This Is My Rifle – The Creed of a U.S. Marine

This is my rifle. There are many like it, but this one is mine.

My rifle is my best friend. It is my life. I must master it as I must master my life.

Without me, my rifle is useless. Without my rifle, I am useless. I must fire my rifle true. I must shoot straighter than my enemy who is trying to kill me. I must shoot him before he shoots me. I will...

My rifle and I know that what counts in war is not the rounds we fire, the noise of our burst, nor the smoke we make. We know that it is the hits that count. We will hit...

My rifle is human, even as I, because it is my life. Thus, I will learn it as a brother. I will learn its weaknesses, its strength, its parts, its accessories, its sights and its barrel. I will keep my rifle clean and ready, even as I am clean and ready. We will become part of each other. We will...

Before God, I swear this creed. My rifle and I are the defenders of my country. We are the masters of our enemy. We are the saviors of my life.

So be it, until victory is America's and there is no enemy, but peace!


Setu ma fuzuilh — Kredo un U. S. Marine

Setu ma fuzuilh. Kalz zo heñvel outañ, me ma hini eo hemañ.

Ma gwellañ mignon eo ma fuzuilh. Ma buhez eo. Ret eo din e vestroniañ evel e ranhan mestroniañ ma buhez.

Didalvez eo ma fuzuilh hepdon. Didalvez on hep ma fuzuilh. Ret eo din fuzuilhañ reizh. Ret eo din tennañ gwelloc'h eget an enebour a zo o klask ma lazhañ. Ret eo din e lazhañ a-raok bezañ lazhet gantañ. Grin...

Ma fuzuilh ha me a oar n'eo nag ar boledoù a dennomp, na trouz hon tenn, nag ar moged a reomp a gont er brezel. Gouzout a reomp ez eo an tennoù a dizh ar pal a gont. Tizhout a raimp...

Denel eo ma fuzuilh, eveldon, peogwir ez eo ma buhez. Neuze e teskin e anavezout evel ur breur. Deskiñ a rin e wanderioù, e nerzh, e dammoù, e adreizhoù, e gouchoù hag e ganol. Derc'hel a rin ma fuzuilh naet ha prest, evel ma vezan naet ha prest. Treiñ da elfenn an eil egile a raimp. Graimp...

Dirak Doue e touan ar c'hredo-mañ. Difennerien hor bro eo ma fuzuilh ha me. Ni zo mistri war hon enebourien. Ni eo saveteerien ma buhez.

Evel-se bezet graet, betek ma yelo an trec'h gant Amerika ha ne vo enebour ebet, peoc'h hepken !

— Jeneral divizion William H. Rupertus, Korfad Marines ar Stadoù-Unanet.

Hengounioù nann ofisiel ha boazioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur skritell emouestlañ evit ar Marines oc'h implij al lesanv "Teufel Hunden"

Kalz lesanvioù a zo d'ar soudarded Marines.

  • Devil Dog ("ki an ifern", Teufel Hunden en alamaneg)
Kalz displegadennoù a gaver d'al lesanv-se, hep bezañ asur eus unan anezhe da vat. Dre an hengoun ez eo chomet, ha kemmesket e vez gant ar c'hi bulldog saoz ; deuet eo da vezañ un arouez eus an USMC. Teufel Hunden a reas an Alamaned eus ar 5vet ha 6th Marine Regiments da geñver emgann Koadeg Belleau e Bouresches e-kichen Château-Thierry e 1918[21] "Ken garv e voe ar Marines e Koadeg Belleau ma voent lesanvet chas an Ifern gant an droadeien alaman" eme un test[22].
  • Gyrene
Ur c'hemmesk etre G.I. ha Marine (GI-Marine), G.I. o talvezout kement ha Galvanized Iron ("houarn galvanieget") da aroueziañ kalonegezh ar soudarded stadunanat ; ar moraerien avat e oa gwell dezho bezañ anvet Marines.
  • Jarhead
Diwar ficherezh blev ar Marines, a lakafe anezho da vezañ e stumm ur jarl.
  • Leathernecks ("choukoù lêr")
Diwar gouzougenn ar soudarded Continental Marines da vare Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.
  • Horse Marines ("Marines war varc'h")
A veze graet eus soudarded an USMC e Sina e penn-kentañ an XXvet kantved. Karget e oant da ziwall kannatioù ar Stadoù-Unanet eno, ha savet o devoa ur strollad gant ponedoù Mongolian evit al lidoù ha diwall ouzh ar moradoù tud[23]

An ez-Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep ezel eus an USMC a rank gounez an titl "U.S. Marine" dre vezañ ur soudard mat ha leal, hag ivez un den pe ur vaouez a enor war kement tachenn eus ar vuhez. Al lugan Once a Marine, Always a Marine ("Ur Marine ur wech, ur Marine da viken") a zo bet krouet evit taolenniñ ar mennozh-se : eoken pa guitaer an USMC e chomer ur Marine, ar pezh a dalvez e ranker chom un den mat evit na degas mezh d'ar c'horfad USMC en e bezh. Ne blij ket tamm ebet d'an USMC e vije kaoz eus "ez-Marines" e gwirionez.

N'eus reolenn ebet skrivet splann a-zivout an doare da envel ur soudard Marines ur wech echuet gantañ e goñje met un nebeud troiennoù a zo deuet war wel, petra bennak ma n'eo ket ofisiel un darn anezho.

  • "Ez-Marine" a vez graet eus ur soudard skarzhet eus ar c'horfad-soudard USMC hep kaout un diskargadenn a enor (gloazhet don...). Gant ez-Marines e vez taolennet dreist-holl ar re a zo bet diskarget gant dizenor. Evit chom hep implij an droienn vezhus-se e c'heller gervel an den dre e anv hep komz eus an USMC.
  • "Marine" a vez degemeret mat, gant ur sell enorus, ar soñj a-dreñv o vezañ e chom an den ur soudard Marine betek fin e vuhez zoken p'en deus kuitaet an USMC.

Kazetennoù a zo bet savet evit soudarded an USMC hag ivez evit reiñ brud dezho : Marine Corps Gazette ha Marine Corps Times.

Ensavadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a ensavadur zo stag ouzh an USMC, lod evit ar soudarded o servij, lod all evit familhoù ar re aet da Anaon e-kerzh o servij.

Pevar anezho eo ar re bouezusañ :

  • Navy-Marine Corps Relief Society, evit reiñ skoazell d'ar soudarded o servij ha d'ar familhoù : kudennoù yerc'hed hag all.
  • Marine Corps Scholarship Foundation, evit reiñ sammadoù arc'hant da harpañ bugale ar Marines gant hent o studioù.
  • The Marine Corps Heritage Foundation, evit reiñ harp da grouiñ mirdi an USMC.
  • Marine Corps – Law Enforcement Foundation (MC-LEF), evit reiñ skoazell da vugale ar Marines a zo aet da Anaon, e liamm gant ar skolioù.

Soudarded Marines brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kounlec'h en enor d'ar Marine John Basilone

An USMC er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded Marines pe bet Marines ijinet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stiradoù skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù-taol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Continental Marines (1775-1783)
  • (en) Charles Richard Smith, Marines in the Revolution: A History of the Continental Marines in the American Revolution 1775-1783, embanner History and Museums Division Headquarters U.S. Marine Corps, adembanner University Press of the Pacific (516 pajenn), 1975 hag adembannadur 29 a viz Even 2005 (ISBN 978-1410224668)
Eil Brezel-bed
  • (en) Eugene Sledge, With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa, embanner Presidio Press (384 pajenn) adembannadur, 25 a viz Gwengolo 2007 (ISBN 0891419195)
  • (fr) John Costello, La Guerre du Pacifique : Nouvelle histoire à partir d'archives restées jusqu'ici secrètes, embanner Pygmalion (868 pajenn), 25 a viz Eost 2010 (ISBN 978-2756403649)
  • (en) John Gordon, Fighting for MacArthur: The Navy and Marine Corps' Desperate Defense of the Philippines, embannadur Naval Institute Press (416 pajenn), 15 a viz Here 2011 (ISBN 978-1612510576)
  • (fr) Douglas MacArthur, Batailles du Pacifique 1941-1945, embanner Laville Editions (152 pajenn), dastumadenn Batailles essentielles : mémoire des peuples, 22 a viz Du 2012 (ISBN 979-1090134256)
Istor an USMC
  • (en) Marine Corps Heritage Foundation, The Marines, embanner Marine Corps Heritage Foundation (359 pajenn), 31 a viz Here 1998 (ISBN 978-0883631980)
  • (en) Edwin Howard Simmons, The United States Marines: A History, 4re embannadur, Annapolis, Maryland, embanner Naval Institute Press,‎ 2003 (ISBN 1-59114-790-5)
  • (en) H. Avery Chenoweth ha Brooke Nihart, Semper Fi: The Definitive Illustrated History of the U.S. Marines, embanner Sterling (492 pajenn), 2 a viz Du 2010 (ISBN 978-1402781032)
Mare a-vremañ
  • (en) Marco Martinez, Hard Corps: From Gangster to Marine Hero, New York: Crown Forum, 2007 (ISBN 978-0-307-38304-4)
  • (en) David J. Ulbrich, Preparing for Victory: Thomas Holcomb and the Making of Modern Marine Corps, 1935–1943, Annapolis, Embannadur Maryland: Naval Institute Press, 2011 (ISBN 1-59114-903-7)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiennoù ofisiel
Mirdi
Ensavadurioù ====
Kazetennoù
Tagadennoù reizhel

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveenoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn Marines.com rummad Istor an USMC.
  2. Lec'hienn Marines.com rummad Istor an USMC dre deg bloaz.
  3. Warren James A. (2005), American Spartans: The U.S. Marines: A Combat History From Iwo Jima to Iraq. New York: Free Press, Simon & Schuster (ISBN 0-684-87284-6)
  4. 4,0 ha4,1 (en) U.S. Department of Defense
  5. (en) Flight International
  6. Lec'hienn Today's military : Marine Corp
  7. Chenoweth, USMCR (Ret.), Colonel H. Avery; Colonel Brooke Nihart, USMC (ret) (2005) : Semper fi: The Definitive Illustrated History of the U.S. Marines, New York: Main Street (ISBN 1-4027-3099-3)
  8. 30/10/2013 Lec'hienn popularairsoft.com gant Logan: Ar Marines troet gant an Airsoft evit goudonerezh an tennerien (en)
  9. 23/01/2008 Lec'hienn ofisiel USMC marforpac.marines.mil/ gant ar C'haporal R. Drew Hendricks: Marines, martoloded o c'hoari airsoft garv (en)
  10. “A lot of Marines waste a lot of money and time on dumb stuff, like getting wasted on the weekends,” El Diablo said. “This sport is a much healthier and better way to spend your time and money.”
  11. 30/07/2012 Lec'hienn ofisiel ar rann d'an FBI fbibostoncaaa: Gourdonadeg kadoniezh Airsoft (en)
  12. (fr) 3/01/2014 Lec'hienn LeMonde U.S. Marines: ar sachadennoù, amprouadenn re ziaes evit ar merc'hed ?
  13. (en) CorpsMarinestimes.com : New data shows Marine Corps has highest rate of sexual assault against women.
  14. (en) Thinkprogress.org 14/06/2013: What The Military Is Doing To Address Its Sexual Assault Crisis
  15. (en) Marines take symbolic stand against sexual assault
  16. (en) Eugene Sledge, With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa, Presidio Press, 2007, 384 pajenn {{ISBN|0891419195]].
  17. (fr) 25/01/2012 Le Monde (fr)
  18. (en) 20/02/2012 Military Frank Wuterich No Longer in the Marine gant Mark Walker.
  19. (en) 12/02/2012 The Guardian.
  20. 18/11/2015 Lec'hienn Marines.com (en)
  21. (en) Waseleski, Michael (2009) : To Lead by the Unknowing, to Do the Unthinkable, AuthorHouse, p. 5 (ISBN 978-1-4389-5676-3).
  22. (en) Myers, Thomas (1988) : Hearts of Darkness, Walking Point, American Narratives of Vietnam, Oxford University Press, USA, p. 114 (ISBN 978-0-19-505351-7)
  23. (en) Sam Houston University.
  24. (en) Stephen E. Ambrose, Band of Brothers, Pocket Books, 2002 (ISBN 978-0-7434-6411-6)
    (fr) Stephen E. Ambrose, Frères d'armes, Le Livre de Poche, 2004 (ISBN 978-2-253-10844-3)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.