abred
Neuz
Brezhoneg
Adverb
abred /aˈbreːt/ (furm vihanaat abredik)
- En eurioù kentañ an deiz
- Ober un dra bennak (dihuniñ, sevel) abred
- Evit tapa louarn pe c'had
Sevel abred a zo red mad ! — (KLAODA ar Prat (Pluen-Zir), Trubuilhou An aotrou Gargam pe Torrou-penn an deiz kenta 'r bloaz, Pez-c'hoari farsus e daou Arvest, 1909, p. 4.) - Ul loen a oar abred pegoulz e vez manket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.)
- Warc'hoazh e vo ret deomp diblouzañ abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 103.)
- Abred e savas, [...]. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 33.)
- Evit tapa louarn pe c'had
- abred pe ziwezhat
Troioù-lavar
- Re abred e kan ho kilhog.
- Abred na goll jamez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 302.)
- Ne dalv ket mont d'ar red,
Gwelloc'h eo mont abred
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | abred |
Derez-uheloc'h | abretoc'h |
Derez-uhelañ | abretañ |
Derez-estlammiñ | abretat |
abred /aˈbreːt/
- Bezañ abred: a-raok, a-raok an eur, re vuan.
- An horolaj-mañ zo abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.)
- Bezañ gant e veg abred : kaozeal hep soñjal, lavarout traoù sot
- Mari a vez gant he beg abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.) (Gwelout beg.)
- Bezañ abred : speredet.
- Ur paotr abred.
- Hi n'oufe ket bezañ ur plac'h gwall abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.)
- Bezañ abred da ober un dra → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
Gerioù enepster
Deveradoù
Troidigezhioù
Anv-kadarn
- war an abred: abred er bloaz
- Du-mañ war an abred e oa kaer ar c'herc'h.— (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.)