jedoniezh
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
jedoniezh /ʒedɔ̃ˈniːɛs/ hollek benel
- Hollad ar skiantoù a studi, dre boellata ha dezren, perzhioù kealioù diheverz evel an niveroù, ar furmoù mentoniel, an ec'honadoù, hag all ha neuze meizañ al liammoù zo etreze
- Ne gredan ket e vije bet meur a dra da damall d'am fennad-skrid ; d'am c'hontoù 'vat ha d'am jedoniezh ne lavaran ket. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 79.)
- A-barzh pell em boe gouiziegezh war ar jedoniezh ha skiant ar verdeadurezh hag e tapis difazi an tu da embreger ar gouelioù, da roeñvat ha da sturiañ. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 9.)
- « Va digarezit, n' ho pefe ket ezhomm eus kelennerien war ar jedoniezh evit lec'hioù pell diouzh an hent-houarn ? Evit chom e vefe. » — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 10.)
Gerioù heñvelster
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- galleg : mathématiques (fr)