Mont d’an endalc’had

Amon Amarth

Eus Wikipedia
Amon Amarth

Alias Scum
Bro orin Tumba, Sveden
Doare(où) Melodic death metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1988
Label(ioù) Metal Blade
Lec'hienn ofisiel www.amonamarth.com

Izili Johan Hegg
Johan Söderberg
Olavi Mikkonen
Ted Lundström
Fredrik Andersson

Amon Amarth a zo ur strollad melodic death metal o tont eus Tumba, Sveden stummet e 1988 (abaoe 1992 o deus an anv-mañ)[1]. An anv a zeu eus anv all Menez an Tonkadur, ul lec'h e-barzh Aotrou ar Gwalennoù eus J.R.R. Tolkien. E 2009, ar strollad en deus sinet gant Metal Blade Records ha embannet en deus e seizhvet pladenn, un EP, un DVD ha seizh video.

Savet dindan an anv Scum e 1988, ar strollad a oa d'ar mare-se ur strollad grindcore savet gant Paul "Themgoroth" Mäkitalo (Dark Funeral) er c'han, Olavi Mikkonen er gitar ha Ted Lundström er gitar boud. Pa 'z eo deuet Johan Hegg er strollad, cheñchet o deus o sonerezh davet melodic death metal. Goude un demo e 1997, cheñchet o deus o anv e Amon Amarth e 1992 hag enrollet o deus o demo gentañ, Thor Arise e 1993, heuliet gant un demo all e 1994 anvet The Arrival of the Fimbul Winter. E 1996, sinet o deus gant Pulverised Records, hag enrollet o deus o mini-CD kentañ, Sorrow Throughout the Nine Worlds, hag a zo bet gwerzhet e 6000 skouerenn.[2] Sinet o deus goude-se gant Metal Blade Records, ha gant embannadur an albom Once Sent from the Golden Hall e 1998, o vrud a zo deuet da vezañ etrevroadel. Kement ha m'o deus graet kalzig a sonadegoù er Stadoù-Unanet hag er c'h/Canada, e festivaloù, seizh videoioù, ha gwelet int bet e muioc'h a 100 magazin.[2] E penn-kentañ miz Genver 2008, o kentañ sonadegoù e Aostralia ha Zeland-Nevez a zo bet graet gant Dimmu Borgir, evit echuiñ gant sonadegoù er Stadoù-Unanet hag er c'h/Canada gant Sonic Syndicate hag Himsa.

Amon Amarth en deus hiraet e kontrat gant Metal Blade Records evit tri albom ouzhpenn[3]. Goude bezañ bet hiraet at c'hontrat-se, ar strollad en deus embannet Twilight of the Thunder God, o pediñ Lars Göran Petrov deus Entombed, Roope Latvala eus Children of Bodom, hag ar strollad violoñsell Apocalyptica. Gant an albom-se ez eo bet embannet ur bandenn-treset eizh pajenn diazezet war ar mitologiezh viking hag a zo bet embannet er magazinoù e Europa a-bezh.

Amon Marth a zo aet e sonadegoù e Norzh Amerika e miz Here 2008, gant Ensiferum, Belphegor, hag ur strollad melodic death metal eus Tampa (Florida) anvet The Absence[4]. Ar strollad a zo ivez o dreién gant ar strollad trash metal Slayer e Europa war Unholy Alliance Chapter III.

Doare sonerezh ha temoù ar c'homzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazez ar peb brasañ komzoù ar strollad a zo ar mitologiezh Viking, ar bed Viking hag ar bed pre-Kristen. Ar mitologiezh-mañ a zo un elfenn en deus diorroet evel ur brankenn eus ar Black metal : ar Viking Metal, e-kerzh ar bloavezhioù 1990, hag a zo bet anavezet gant strolladoù evel Bathory ha Enslaved. C'hoar ar ganer Johan Hegg en deus kemeret perzh evit komzoù ar ganaouenn “A Thousand Years of Oppression” en albom Versus the World[5].

Pa ez graet goulennoù war doare sonerezh ar strollad, Johan Hegg a respont : "We play death metal. We write about vikings so, therefore, some refer us to viking metal, but I have no idea what that is. I can't imagine the viking’s veer into metal at all except on the swords and stuff. And musically, I guess they only played these strange lip instruments and some bongos or whatever."[6] "C'hoari a reomp death metak. Skrivañ a reomp diwar benn vikinged, neuze, tud 'zo a lar e reomp viking metal, met n'em eus tammm soñj ebet eus ar pezh eo. Ne c'hellant ket ijinout ar Vikinged treiñ war-zu ar metal, nemet evit ar c'hlezeoù ha traoù evel-se. Hag evit ar sonerezh, krediñ a ran e raent binviji iskis dre c'hwezh, ha reoù doare bongo pe traoù 'vel-se."

Embannet Titl Label
1991 Demo 1 embannet gant Scum
1993 Thor Arise Morse bet embannet
1994 The Arrival of the Fimbul Winter Embannet ganto
1996 Sorrow Throughout the Nine Worlds Pulverised
1998 Once Sent from the Golden Hall Metal Blade
1999 The Avenger Metal Blade
2001 The Crusher Metal Blade
2002 Versus the World Metal Blade
2004 Fate of Norns Metal Blade
2006 With Oden on Our Side Metal Blade
2008 Twilight of the Thunder God Metal Blade

Thor Arise a zo un demo enrollet e 1993. An album n'eo ket bet morse embannet, dre ma ne oa ket produet mat. En albom e oa "Sabbath Bloody Sabbath", un adkemeradenn eus kanaouenn Black Sabbath. Ar ganaouenn "Thor Arise" a zo bet ad-enrollet evel un ton bonus er stumm Digipak eus The Avenger. "Risen from the Sea" azo bet ad-enrollet war The Crusher. An albom en e bezh a zo bet ad-enrollet war ar "Viking Edition" eus Versus the World.

  1. "Risen from the Sea" − 5:43
  2. "Atrocious Humanity" − 5:54
  3. "Army of Darkness" − 5:26
  4. "Thor Arise" − 6:30
  5. "Sabbath Bloody Sabbath" − 4:22 (Black Sabbath cover)

The Arrival of the Fimbul Winter

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Arrival of the Fimbul Winter a zo un demo o deus embannet o-unan e 1994. An embanadenn orin a oa bevennet gant 1000 skouerenn[7]. An demo a zo bet embannet e tri liv disheñvel, gant doareoù disheñvel. Al "labeloù" evit an demo n'eo ket micherel, ha krouet eo bet gant ar strollad evit embann an demo.

  1. "Burning Creation" − 4:48
  2. "The Arrival of the Fimbul Winter" − 4:38
  3. "Without Fear" − 4:42
Albomoù video
Bloavezh Resisadurioù Plas er Charts Testeniekaat
SVE[8] ALA[9]
2006 Wrath of the Norsemen
  • Embannet : 26 a viz Mae 2006
  • Label : Metal Blade (# 3984-34045-9)
  • Stumm : DVD
2 91 US & CAN: Gold[10]
Videoioù sonerezh
Bloavezh Titl Reer
2003 "Death in Fire"
2004 "The Pursuit of Vikings" Heiko Tippelt, Phillip Hirsch[11]
2006 "Runes to My Memory" Bill Schacht[12],[13]
2007 "Cry of the Black Birds"
2008 "Twilight of the Thunder God" Dariusz Szermanowicz[14],[15]
2009 "Guardians of Asgaard"
Bremañ
  • Johan Hegg − kan (Abaoe 1992)
  • Johan Söderberg − gitar (Abaoe 1998)
  • Olavi Mikkonen − gitar (Abaoe 1988)
  • Ted Lundström − gitar boud (Abaoe 1988)
  • Fredrik Andersson − batri (Abaoe 1998)
Orin

Evel Amon Amarth:

  • Anders Hansson − gitar (1989 - 1998)
  • Nico Kaukinen − batri (1989 - 1996)
  • Martin Lopez − batri (1996 - 1998)

Evel Scum:

  • Paul "Themgoroth" Mäkitalo − kan (1988 - 1991)
  1. Biography at amonamarth.com. Kavet : 2007-02-27.
  2. 2,0 ha2,1 Amon Amarth Biography. Kavet : 2007-11-14.
  3. Amon Amarth Extend Deal With Metal Blade Records Feb 10 2008
  4. Amon Amarth - Tentative N. American Tour Routing: News @ metalstorm.ee
  5. Interview with Johan Hegg Nov 19 2008
  6. The Metal Web's interview with Johan Hegg
  7. Original release copies. Encyclopaedia Metallum. Kavet : 2007-07-15.
  8. Veckolista DVD Album - Vecka 24
    (Swedish)
    . Sverigetopplistan. Grammofon Leverantörernas Förening (June 15, 2006). Kavet : February 25, 2009.
  9. Chartverfolgung / Amon Amarth / longplay
    (German)
    . musicline.de. Kavet : 2008-10-12.
  10. Gold and Platinum - Searchable database. RIAA. Kavet : 2008-10-12.
  11. Music Video | The Pursuit of Vikings. MTV. MTV Networks (2005-03-24). Kavet : 2008-12-28.
  12. Music Video | Runes to My Memory. MTV. MTV Networks (2006-10-06). Kavet : 2008-12-28.
  13. Music Video | Cry of the Black Birds. MTV. MTV Networks (2007-03-23). Kavet : 2008-12-28.
  14. Music Video | Twilight of the Thunder God. MTV. MTV Networks (2008-10-02). Kavet : 2008-12-28.
  15. Music Video | Guardians of Asgaard. MTV. MTV Networks (2009-05-14). Kavet : 2009-05-19.

Liammoù diavezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]