Mainz
Neuz
Mainz (Moguntiacum pe Mogontiacum e latin, Mayence e galleg ha gwechall e saozneg, Magonza en italianeg, Moguncja e poloneg, Maguncia e spagnoleg) eo kêr-benn ha brasañ kêr stad Rheinland-Pfalz en Alamagn, war lez kleiz ar Roen, dirak kember ar stêr Main. Ur gêr roman kozh e oa, brudet e oa he skol-veur adalek ar Grennamzer, hag un arc'heskobiezh e oa ivez. Dilenner an Impalaeriezh santel roman german e oa an arc'heskob. 223.318 a dud a oa o chom e kêr e dibenn 2023.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mogontiacum, krenv-lec'h roman war ar stêr Roen, ha kêr-benn Germania Superior.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Bro-Saoz | Watford | 1956 |
Bro-C'hall | Dijon | 1957 |
Kroatia | Zagreb | 1967 |
Broioù Katalan | València | 1976 |
Israel | Haifa | 1981 |
Alamagn | Erfurt | 1988 |
Stadoù-Unanet | Louisville | 1994 |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |