Sistem Geolec'hiadur Hollek dre Satellit
Ur Sistem Geolec'hiadur dre Satellit (SGS) zo ur rouedad a loarelloù a bourchas ul lec'hiadur geo-spasel emren war un dachenn vras. Aotreañ a ra reseverien elektronek bihan da dermeniñ o hedenn, ledenn hag uhelder en un doare resis (didan ur metrad) dre implij sinaloù amzeriek kaseet en un doare eeun dre radio gant loarelloù. Dre ar memes sinal e c'hell ar resever jediñ an eur lec'hel gant ur resisder bras, ar pezh a aotre ar sinkronizadur amzeriek. Ur sistem geolec'hiadur dre satellit hollek a vez graet ur Sistem Geolec'hiadur Hollek dre Satellit outañ (SGHS pe GNSS evit Global Navigation Satellite System e saozneg).
SGHS oberiant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]GLONASS, oberiet gant Rusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an Unvaniezh Soviedel e voe kroget, e derou ar bloavezhioù 1980, diorreiñ ur sistem geolec'hiadur damheñvel ouzh hini ar Stadoù-Unanet, GLONASS (globalnaïa navigatsionnaïa spoutnikovaïa sistém[1]) e anv.
Diwar an enkadur armerzhel e voe daleet ar program ken ne zeuas ket an obererezh kentañ araok 1996, o vezañ kouezhet an Unvaniezh Soviedel hag adc'hanet Rusia, ha ne voe ket posubl lakaat da nijal al loarelloù a zo ret. Goude 2000, a-drugarez da adkrog an diorreadur armerzhel e voe arc'hantaet ar raktres ha lañset trawalc'h a loarell ken e voe adlakaet ar servij leun endro e 2011. Er bloavezh-se e voe embannet ma ar poellgomzerioù IPhone 4S hag ar Samsung Wave III a vo gouest ober ganti er-maez eus Rusia.
NAVSTAR GPS, oberiet gand Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul un emglev etre Unvaniezh Europa hag an Ajañs Spasel Europa e voe lañset ar sistem-se e Meurzh 2003. E derou 2016 ez eu 12 loarell war orbitenn war an 30 a zo bet raktreset. Ar sistem trevour nemetañ eo. A-benn 2020 ez eo sanset ar sistem bezañ oberiant gant 24 loarell oberiant ha 6 satelit miret kenkas.
Oberiet gant Republik Pobl Sina ha bet lañset e 2003 gant daou loarell evel ur sistem oberiant nemet war Sina, Asia ar gevred betek an Oseania. E 2023, gant 35 loarell, ar sistem Beidou 3 a zo deuet da vezañ hollek.
SGS oberiant pe da zont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Indian Regional Navigation Satellite System pe IRNSS, oberiet gant India, n'eo ket e fal bezañ hollek, ha kreizennet eo war India hag e tro-war-droioù.
Kenveriadenn ar sistemoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sistem | GPS | GLONASS | BeiDou | Galileo | IRNSS |
---|---|---|---|---|---|
Oberiet gant | Stadoù-Unanet Amerika | Rusia | Sina | Unvaniezh Europa | India |
Doare eskemm | CDMA | FDMA | CDMA | CDMA | CDMA |
uhelder orbitenn | 20,180 km | 19,130 km | 21,150 km | 23,222 km | 36,000 km |
Koulzad | 11.97 h (11 h 58 min) | 11.26 h (11 h 16 min) | 12.63 h (12 h 38 min) | 14.08 h (14 h 5 min) | 23.93 h (23 h 56 min) |
Niver a reveulzi bemdeiz | 2 | 17/8 | 17/9 | 17/10 | 1 |
Niver a loarelloù | 31 (da nebeutañ 24 dre aozadur)[2] | 28 (da nebeutañ 24 dre aozadur)[3] | 5 loarell en orbitenn geoarsavel, 30 loarell gant un orbitenn douarel kreiz. |
4 loarell o vezañ gwiriekaet + 8 loarell en orbitenn 22 loarell raktreset |
3 loarell en orbitenn geoarsavel, 4 loarell en orbitenn geoarsinkron o orbitenn |
Frekañs | 1.57542 GHz (L1 signal) 1.2276 GHz (L2 signal) |
Around 1.602 GHz (SP) Around 1.246 GHz (SP) |
1.561098 GHz (B1) 1.589742 GHz (B1-2) 1.20714 GHz (B2) 1.26852 GHz (B3) |
1.164–1.215 GHz (E5a and E5b) 1.260–1.300 GHz (E6) 1.559–1.592 GHz (E2-L1-E11) |
1.17645 GHz (L5) 2.492028 GHz (S1) |
Statud | Oberiant | Oberiant | 19 loarell oberiant, 40 loarell ouzhpenn war ar prantad 2016-2020 |
12 loarell en orbitenn, 12 loarell ouzhpenn war ar prantad 2016-2020, nann-oberiant evit c'hoazh. | 6 loarell oberiant, loarell diwezhañ da vezañ lakaert en orbitenn e Ebrel 2016[4] |
- ↑ Sistem bedel merdeiñ dre loarelloù.
- ↑ GPS Space Segment. Kavet : 2015-07-24.
- ↑ GLONASS status. Kavet : 2015-07-24.
- ↑ ISRO launches 6th navigation satellite. Kavet : 2016-03-10.